Mercedes de Acosta
Mercedes de Acosta, ganet d'an 1 a viz Meurzh 1893 e New York, marvet d'an 9 a viz Mae 1968, a oa ur skrivagnerez saoznek stadunanat, a orin spagnol.
Pevar fezh-c'hoari ganti a voe c'hoariet, ur romant ha tri dastumad barzhonegoù a voe embannet.
Hogen brudet eo dreist-holl abalamour d'he c'harantezioù lesbian gant maouezed brudet evel Marlene Dietrich, Greta Garbo, Alla Nazimova, Tamara Karsavina, Eva Le Gallienne, Isadora Duncan, Katharine Cornell, Maude Adams, Ona Munson, Adele Astaire (c'hoar da Fred Astaire) hag ivez Tallulah Bankhead, e-touez re all, meneget en he emvuhezskrid.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]He zad Ricardo de Acosta a oa eus Cuba, he mamm Micaela Hernandez y Alba, a oa ur Spagnolez eus tiegezh brudet duged Alba. E 1920 e timezas Mercedes de Acosta gant Abram Poole (1882–1961), ul livour brudet, heñvelrevad evelti. Dizimeziñ a rejont en 1935.
E 1931 eo e reas anaoudegezh gant Greta Garbo. Diwezh o darempred, e 1944, a voe brasañ ranngalon he buhez.
En 1960 e voe embannet he levrad eñvorennoù, Here Lies the Heart, ma venegas holl he serc'hed. Meur a hini ne c'houzañvas ket ar brud roet d'o buhez prevez.
Mervel a reas en ankounac'h da 75 bloaz.
Hec'h oberenoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mercedes de Acosta, Here lies the heart, Ayer Co Pub, 1975. ISBN 0405073607
- Mercedes de Acosta, Six women in turmoil. Six plays, Southern Illinois University press, 2003. ISBN 0809325098
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- «El secreto de la Garbo», gant Montero Glez, el levr Polvo en los labios (Editorial Lengua de trapo, 2012)[1]. diwar-benn an darempred etre Greta Garbo ha Mercedes Acosta .
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- McLellan, Diana (2001). The Girls: Sappho Goes to Hollywood. St. Martin's Griffin. ISBN 0-312-28320-2.
- Stern, Keith (2009), "de Acosta, Mercedes", Queers in History, BenBella Books, Inc.; Dallas, Texas, ISBN 978-1933771-87-8
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) - Buhez Mercedes De Acosta - skeudennoù
- Mercedes de Acosta at the Internet Broadway Database
- Mercedes de Acosta Revisted
- Mercedes de Acosta: Playwright, Lesbian Pioneer and Lover to the Stars
- Mercedes de Acosta — One Woman's Meeting With Enlightenment
- The Awakener Magazine
- Lord Meher, pp. 1940, Bhau Kalchuri, Manifestation, Inc.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Diego A. Vicente, «Montero Glez, nervio y estilo», revista ¡Wego!, 17 Genver 2013.