Marlene Dietrich

Eus Wikipedia
Marlene Dietrich e 1933
Tag da enoriñ Marlene Dietrich (Prenzlauer Berg, Berlin)

Marlene Dietrich a oa un aktourez hag ur ganourez alaman ganet d'ar 27 a viz kerzu 1901 e Berlin ha marvet d'ar 6 a viz mae 1992 e Pariz.

Perzhioù a "femme fatale " he-doa c'hoariet hag ur "sex-symbol" e oa e-pad ar bloavezhioù 30. Goude ober berzh bras er film Der blaue Engel ez eas kuit da chom da Stadoù-Unanet Amerika ma sinas-hi ur c'hontrad seizh vloaz gant ar gompagnunezh Paramount.

E 1939 e teuas da vezañ keodedourez eus ar Stadoù-Unanet . Enebet e oa ouzh Adolf Hitler ha nac'hañ a reas c'hoari evit ur gompagnunezh alaman ha distreiñ d'he mammvro a-raok 1945. Nebeutoc'h a filmoù a reas goude an Eil Brezel Bed met berzhioù niverus he deus bet er ganaouenn. E 1976 e paouezas gant hec'h esped ha kregiñ a reas he c'hounskrid.

Tremen a reas bloavezhioù diwezhañ he buhez e Pariz.

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hienn ofisiel