Prenzlauer Berg

Eus Wikipedia
Lec'hiadur ar c'harter en arondisamant

Prenzlauer Berg a zo unan eus karterioù Berlin. Ul lodenn eus arondisamant Pankow eo. Pa oa rannet ar gêr e oa ur bastell-vro hag e Berlin ar Reter e oa. E 2001 eo bet strollet gant Pankow ha Weißensee en-dro. Ur c’harter ennañ kalz tud yaouank eo.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek an eil lodenn eus an XIXvet kantved e tiorroas Prenzlauer Berg, evel ma weler war steuñvioù ar c’hêraozour James Hobrecht. Er penn-kentañ e voe aozet ar c’harter evit ar renkadoù etre, met dre ma oa anvet ar savadurioù “kazarnioù da feurmiñ” (Mietskasernen) e voe kentoc’h tud desket, arzourien ha studierien az eas da chom ennañ da vare DDR. Abaoe m’eo bet adstrollet Berlin ez eus bet nevesaet kalz savadurioù, ha hiziv an deiz eo eo kentoc’h renkadoù pinvidik (alamaned ar c’hornôg, estranjourien) a gaver ennañ. Kalz tud eus DDR ha kalz arzourien a zo chomet memestra, evel ma weler e Kastanienallee, Schönhauser Allee pe c’hoazh Danziger Straße.

Ur sell a 360° war gorn-tro Eberswalder Strasse/Schönhauser Allee

Perzhioù Prenzlauer Berg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gorread : 11 km²
  • Stankder poblañs uhelañ Berlin :12 991 annezad/km², en holl 142 319 annezad (d'an 31 a viz Kerzu 2009).
  • Poblañs yaouank-tre : ur c’hard anezhi etre 15 ha 30 vloaz
  • Niver a vugale dre vaouez : 2,1 (1,3 evit ar peurrest eus Alamagn)
  • N'eus ket bet kalz a zistruj e Prenzlauer Berg da vare bombezennadeg Berlin.

Lec’hioù da weladenniñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kollwitzplatz ha Helmholtzplatz da zevezh ar marc’had
  • Bered yuzev Berlin (Schönhauser Allee). Enni emañ douaret Max Liebermann (livour) ha Giacomo Meyerbeer (sonaozour). Bered yuzev brasañ Europa eo.
  • Sinagogenn Rykestraße
  • Iliz Gethsemane, unan eus lec’hioù pouezusañ an dael da vare DDR
  • Mauerpark, e-lec’h ma oa ar Voger
  • Volkspark Prenzlauer Berg, lec’h uhelañ (91m) ar c’harter
  • Falkplatz, ur park bihan nepell eus Mauerpark
  • Flohmark (marc’had an traoù kozh) Prenzlauer Berg a vez aozet da Sul nepell diouzh Mauer Park
  • Kultur Brauerei, bet ur braserezh ha deuet da vezañ ur greizenn sevenadurel, enni ur sinema, ur c’hoariva, tavarnioù, breserezhioù ha toulloù-noz.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.