Kreuzberg

Eus Wikipedia
Lec'hiadur en arondisamant
Kreuzberg

Kreuzberg a zo ur c’harter poblek eus Berlin. E-barzh arondisamant Friedrichshain-Kreuzberg emañ. Da vare rann Berlin e oa Kreuzberg unan eus 12 pastell-vro Berlin, hag eus tu ar c’hornôg e oa. Bevenet eo Kreuzberg gant Yorkstraße (penn-kentañ karter Schöneberg) er c’hornôg, Oberbaumbrücke (penn-kentañ karter Friedrichshain) er reter, Mitte en norzh hag er su gant Neukölln ha Tempelhof.


Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-viskoazh eo bet Kreuzberg lec’h emgav punked Berlin, ha dre vras hini kement strollad alternativel a zo bet er gêr-se. Ma’z eo a orin alaman pe turk lod brasañ annezidi ar c’harter ez eo ivez ur greizenn a-fet sevenadur hip-hop (graffiti, breakdance).


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.