Treptow
Neuz
Treptow a zo ur c'harter eus Berlin, ul lodenn eus arondisamant Treptow-Köpenick eo. Betek adreizhadenn 2001 e oa ur bastell-vro, enni ar c'harterioù da heul : Adlershof, Altglienicke, Alt-Treptow, Baumschulenweg, Bohnsdorf, Johannisthal, Niederschöneweide, Oberschöneweide ha Plänterwald. Kendeuzet eo bet gant pastell-vro Köpenick a-benn aozañ an arondisamant a-vremañ. Da vare rann Berlin e oa eus tu ar reter.