Mont d’an endalc’had

Arondisamantoù Berlin

Eus Wikipedia

Abaoe ar 1 a viz Genver 2001 eo rannet Berlin e 12 arondisamant (Bezirke en alamaneg). Diazezet int war lezenn an 10 a viz Even 1998, diwar-benn adreizhadenn reolennadur an arondisamantoù.

A-raok an adreizhadenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An 23 fastell-vro a oa anezho a-raok adreizhadenn 2001
An 12 arondisamant a-vremañ hag ar 95 karter krouet abaoe adreizhadenn 2001

A-raok 2001 e oa rannet kêr-benn Alamagn e 23 fastell-vro. An 20 pastell-vro gentañ a voe krouet e 1920, pa voe krouet Berlin Veur, en ur stagañ ar c’hêrioù hag ar c’hêriadennoù tro-war-dro:

E 1945, goude an eil brezel-bed, e voe diazezet an tachadoù aloubiñ war an 20 pastell-vro-se :

  • 6 pastell-vro en tachad amerikan
  • 8 pastell-vro en tachad soviedel
  • 4 fastell-vro en tachad breizhveuriek
  • 2 bastell-vro en tachad gall

Goude-se e voent implijet ivez da ziazez evit daou di-kêr, hini Berlin ar C’hornôg ha hini Berlin ar Reter.

Goude-se e voe krouet 3 fastell-vro ouzhpenn, an holl anezho e Berlin ar Reter :


Abaoe an adreizhadenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kenteuzet eo bet ar pastelloù-bro kozh a-benn sevel an 12 arondisamant a-vremañ, hag adsavet ez eus bet 95 karter (Ortsteil) en ur gemer e kont o bevennoù kozh.


Anvioù an
arondisamantoù nevez
Anvioù ar
pastelloù-bro kozh
Anvioù ar
c’harterioù nevez
Gorread
e km²
Poblañs
I Mitte 39,74 320 420
II Friedrichshain-Kreuzberg 20,16 256 419
III Pankow 103,07 348 412
IV Charlottenburg-Wilmersdorf 64,72 315 054
V Spandau
  • Spandau
    (digemm an harzoù)
91,91 225 856
VI Steglitz-Zehlendorf 102,50 288 285
VII Tempelhof-Schöneberg 53,09 335 171
VIII Neukölln
  • Neukölln
    (digemm an harzoù)
44,93 306 214
IX Treptow-Köpenick 168,43 233 923
X Marzahn-Hellersdorf 61,74 252 602
XI Lichtenberg 52,29 258 455
XII Reinickendorf
  • Reinickendorf
    (digemm an harzoù)
89,45 246 118