Niederschönhausen

Eus Wikipedia
Niederschönhausen
Skoed-ardamez Niederschönhausen
Lec'hiadur Niederschönhausen e Pankow
Kastell Schönhausen

Niederschönhausen a zo ur c'harter (Ortsteil) en arondisamant Pankow e Berlin. Lavaret e vez ivez "Pankow-Schönhausen". 6,49 km² eo gorread ar c'harter, d'an 30 a viz Even 2008 e oa 26 903 annezad ennañ (stankter : 4 145 annezad/km²).

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet eo bet e 1910 p voe savet tiez e-lec'h ma oa Kastell Schönhausen (Schloß Schönhausen)[1]. Kendeuzet e vo e Berlin e 1920. E-pad ar Brezel yen e oa e Berlin ar Reter ha war an harzoù etre Niederschönhausen ha Reinickendorf e oa Moger Berlin.

E norzh Berlin emañ Niederschöneweide, tost ouzh Wilhelmsruh, Rosenthal, Französisch Buchholz, Pankow ha Reinickendorf (a zo e distrig Reinickendorf). Meur a bark a zo evel Schönholzer Heide, Brosepark, Schlosspark Pankow[2] ha Bürgerpark hag ivez bered Friedhof Pankow III.

Rannoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet eo Niederschönhausen e 3 zachenn (Ortslagen):

Treuzdougen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Linenn tramway M1 ha linennoù kirri-boutin 107, 150, 155 ha 250. An S-Bahn a dreuz Niederschönhausen en harzoù etre Schönholz ha Reinickendorf hag un ti-gar a zo e Schönholz (linennoù S1, S25 ha S85).

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

References[kemmañ | kemmañ ar vammenn]



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.