Africa (proviñs roman)
Proviñs roman Africa, a glote gant tachenn gozh Kartada hag aod kornôg Libia.
Krouet e oa ar broviñs-se o stagañ trevadennoù Africa Vetus hag Africa Nova, ha rannet e oa gant an impalaer Diocletianus e teir lodenn : Regio tripolitana, Africa byzacena hag Africa proconsularis, anvet ivez Africa zeugitana[1].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar vro a oa dindan proviñs Africa a oa kemeret gant ar Romaned digant Kartada. Keodedoù bras all a oa er vro evel Hadrumetum (Sousa, e Tunizia hiziv), kêr-benn Africa byzacena, Hippo Regius (Annaba, en Aljeria). Savet e oa ar broviñs gant Republik Roma e 146 kent J.-K., goude Trede brezel Kartada. Roma a savas e drevadenn gentañ en Afrika, Africa Proconsularis pe Africa Vetus (Afrika gozh), gouarnet gant ur prokonsul, e lodenn strujusañ eus ar pezh a oa tiriad Kartada gwezhall. Utica e oa kêr-benn e velestradurezh. An dachenn a chome a oa lezet da roue Numidia Masinisa, ur roue a oa gwaz da Roma. D'ar mare-se, politikerezh Roma en Africa a oa miret hepken na ziwanfe ur galloud bras all nepell eus Sikilia. E 118 kent J.-K. e klaskas ar priñs numidian Jugurtha unaniñ ar rouantelezhioù bihanoc'h. Koulskoude pa varvas e tremenas ar pep brasañ eus ar vro a zalc'he d'ur roue all eus Maoritania, Bocchus, ur gwaz da Roma. D'ar mare-se dija e oa romanekaet ar vro. E 27 kent J.-K. e oa savet an Impalaeriezh roman, hag Africa a chomas dindan dalc'herezh ar Romaned.
Meur a adreizhadenn a oa kaset da benn gant Augustus ha diwezhatoc'h gant Caligula, met Claudius an hini a savas bevennoù diwezhañ ar proviñsoù roman ofisiel dre vras. Afrika a oa ur broviñs senedourel. Goude adreizhadennoù melestradurel Diocletianus e oa rannet en Africa Zeugitana (anvet ivez Africa Proconsularis, rak gouarnet e oa gant ur prokonsul) en norzh hag Africa Byzacena er su, hag o-daou a oa lodennoù eus Dioecesis Africae. Chom a reas ar vro dindan an Impalaeriezh roman betek aloubadegoù germanat bras ar Vvet kantved. Treuzet e oa bet ar mor gant ar Vandaled a zeue eus Hispania e 429 ha kemeret e oa holl ar vro gante adal 439. Sevel a rejont o rouantelezh dezhe o-unan a zalc'he Sikilia, Korsika, Sardinia hag an Inizi Balearez. Atahinet e veze ar Gatoliked, rak ar Vandaled a oa Arianed.E 476, goude diskar an Impalaeriezh roman, e troas da lodenn eus Impalaeriezh roman ar C'hornôg. War-dro fin ar Vvet kantved e krogas Stad ar Vandaled da wanaat ha lezel a reas ar pep brasañ eus an tiriadoù e diabarzh an douaroù e dalc'h ar Maoured hag ar meuriadoù berbered all.
E 533, an impalaer Justinian, tennet gantañ un digarez diouzh stourmoù evit ar galloud e rouantelezh ar Vandaled, a gasas e arme renet gant ar jeneral Belisarius da gemer Africa en-dro. Faezhet e oa ar Vandaled e berr amzer. Antreal a reas Belisarius e Kartada ha stagañ a reas ar broviñs ouzh an Impalaeriezh en-dro. Dont a reas a-benn ar melestradur roman da argas argadennoù meuriadoù Amazigh ar gouelec'h, ha war-bouez sevel ur rouedad mogerioù difenn e teuas a-benn da gemer en-dro tiriadoù diabarzh an douaroù. Bodet e voe proviñsoù norzh Afrika, hag an douaroù dalc'het gant an Impalaeriezh e Spagn, en Eksarc'hiezh Africa gant an impalaer Mauricius. Stabil ha pinvidik e oa ar broviñs e deroù ar VIvet kantved kement ha ken bihan ma soñjas an impalaer Heraclius e-pad ur pennad kas e gêr-benn eus Kergustantin da Garthago. Adalek 640 e rankas an eksarc'hiezh talañ ouzh aloubadeg ar Vuzulmiz, ha daoust da golloù, ur wezh an amzer, e teuas a-benn da argas an tagadennoù betek 698. Er bloavezh-se, un arme vuzulman deuet eus Egipt a breizhas Kartada hag a aloubas an eksarc'hiezh. Echu e oa da vat gant an impalaeriezh roman e Norzh Afrika. Koll a rae an impalaeriezh roman an hini diwezhañ eus proviñsoù Impalaeriezh roman ar C'hornôg, 222 vloaz goude diskar Roma hag impalaer diwezhañ Impalaeriezh ar C'hornôg, Romulus Augustulus.
EMDROADUR PROVIÑS AFRICA | ||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Deroù an aloubadeg roman | Kartada | Rouantelezh Numidia orientalis (Massylii) | Numidia occidentalis (Massaessylii) | Rouantelezh Mauretania | ||||
adal 146 kent JK | Africa | Numidia | Mauretania | |||||
adal 105 kent JK | Africa (goude staget un darn eus Numidia) | Numidia orientalis | Numidia occidentalis | Mauretania | ||||
adal 45 kent JK | Africa Vetus | Africa Nova | Colonia Cirta Sittianorum | Mauretania orientalis (staget Numidia occidentalis ouzh Mauretania) | Mauretania occidentalis | |||
adal 27 kent JK | Africa Proconsularis | Mauretania | ||||||
adal 41 (goude JK) | Africa Proconsularis | Mauretania césarienne | Mauretania tingitane | |||||
adal 193 | Africa Proconsularis | Numidia | Mauretania Caesariensis | Mauretania Tingitane | ||||
Goude adaoz Diocletianus | Tripolitana | Bizacène | Zeugitane | Numidia | Mauretania Sitifienne | Mauretania Caesariensis | Mauretania Tingitane |
Roll (diglok) eus prokonsuled Africa e deroù an Impalaeriezh roman
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
|
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Abdelhamid Hénia, Être notable au Maghreb : dynamique des configurations notabiliaires, éd. Maisonneuve et Larose, Paris, 2006, p. 44