Mont d’an endalc’had

Abc'hazia

Eus Wikipedia
Kartenn eus Abc'hazia.

Abc'hazia (Аҧсны en abc'hazeg, აფხაზეთი e jorjieg, Абха́зия e rusianeg) zo ur vro eus Kaokaz, disrannet diouzh Jorjia e 1992 hag anavezet gant un nebeud stadoù hepken. Emañ etre Rusia en norzh, Jorjia er gevred hag ar Mor Du er mervent.

Poblet e oa gant war-dro 242 000 a annezidi (e 2012) ha 8 432 km2 eo gorread ar vro.

Soc'houmi (e jorjieg) pe Aqwa (en abc'hazeg) eo ar gêr-benn.

Menezioù Kaokaz, gwelet eus aod Abc'hazia.