Mont d’an endalc’had

7 × 64 mm

Eus Wikipedia
7 × 64 mm
Skeudenn ar pennad 7 × 64 mm

A-gleiz da zehou : kartouchennoù 7 × 64 mm, 7,92 × 57 mm Mauser, .243 Winchester ha .222 Remington
Doare
Doare douilhez kreuzenn
Doare skeiñ e kreiz
Bro orin Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh Alaman
Muzulioù
Ø bannadell 7,25 mm
Ø kolier 7,95 mm
Ø skoaz 10,80 mm
Ø korf an douilhez 11,85 mm
Ø strad 11,95 mm
Tevder ar strad 1,30 mm
Hirder an douilhez 64 mm
Hirder ar gartouchenn 84 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 9,1 - 11,3 g
Tizh o vont e-maez V0 820 - 914 m/s
Energiezh ar vannadell 2.810 - 4.209 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar 7 × 64 mm, anvet ivez 7 × 64 mm Brenneke hervez anv e ijiner Wilhelm Brenneke, zo ur munision evit an armoù-skoaz ijinet e 1917 en Impalaeriezh Alaman. Deveret eo eus an 8 × 57 is.

Poblek eo ar gartouchenn-mañ e broioù kreiz ha reter Europa evit chaseal loened evel ar yourc'hed, ar chamoezed, ar moc'h-gouez pe ar c'hirvi. Abalamour d'he muzulioù e c'hall bezañ implijet er armoù kambret e 7,92 × 57 mm Mauser evel ar Gewehr 98 pe ar Karabiner 98k, a veze kavet stank goude an Eil Brezel-bed abalamour e oa bet produet milionoù a skouerennoù anezho evit an arme alaman e hanterenn gentañ an XXvet kantved. Implijet e vez stank gant ar chaseourien e Frañs ivez, dre m'eo galloudus a-walc'h evit lazhañ forzh peseurt loen a gaver eno[1].

  1. (fr) DE SAINT LÉGER Baudouin, Le calibre 7 × 64, war Chassons.com, 07/11/2017 (lennet d'an 28/08/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan