Mont d’an endalc’had

7,5 × 55 mm Swiss

Eus Wikipedia
7,5 × 55 mm Swiss
GP11
Skeudenn ar pennad 7,5 × 55 mm SwissA gleiz da zehoù : div gartouchenn 7 × 57 mm Mauser, kartouchennoù 7,5 × 55 mm (e kreiz), .308 Winchester ha .223 Remington
Doare
Bro orin Suis Suis
Mare implij Abaoe 1911
Doare kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Muzulioù
Ø bannadell 7,78 mm
Ø trogleuziñ 7,51 mm
Ø kolier 8,58 mm
Ø skoaz 11,63 mm
Ø korf an douilhez 12,64 mm
Ø strad 12,65 mm
Tevder ar strad 1,65 mm
Hirder an douilhez 55,60 mm
Hirder ar gartouchenn 77,70 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell Etre 8,4 ha 13 g
Boled standart :
11,3 g (174 greunenn)
Tizh o vont e-maez V0 Etre 750 ha 910 m/s
Energiezh ar vannadell Etre 3 437 ha 3 700 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar 7,5 × 55 mm Swiss, anvet ivez GP11 (evit Gewehr Patrone, kartouchenn fuzuilh) zo ur munision armoù-skoaz hiniennel lakaet e servij en arme suis adalek 1911 evit ar fuzuilhoù Schmidt-Rubin. Ar gartouchenn gentañ enni poultr divoged e oa a voe implijet gant arme ar vro. Deveret e oa eus ar 7,5 × 53,5 mm ijinet gant Eduard Rubin hag implijet en arme abaoe 1889[1]. Evit chom hep droukveskañ ha degas gwallzarvoudoù-tennañ e voe hiraet douilhez ar munision divoged nevez da 55,3 mm[2]. Implijet e voe e meur a arm-morailh pe aotomatek betek ar bloavezhioù 1990 : karabinenn K31, mindrailherez MG 11, fuzuilh-emgann SIG SG 510.

Produet e vez c'hoazh evit ar chaseal hag ar sportoù tennañ, ha kalz armoù kambret eviti a gaver etre daouarn siviled e Suis hiziv-an-deiz c'hoazh[3].

  1. (fr) Le calibre 7.5 x 55 suisse (GP11), Le blog du tireur de précision, 21/12/2013 (lennet d'ar 01/12/2024)
  2. (es) 7,5 x 55 Swiss GP 11, Municion.org (lennet d'ar 01/12/2024)
  3. (en) POPENKER Maxim, 7.5×55 GP11, Modern Firearms (lennet d'ar 01/12/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan