27 Ebrel
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1521 : e Filipinez eo lazhet an ergerzher portugalat Fernan Magalhaes en un emgann gant henvroidi.
- 1565 : un drevadenn gentañ a zo savet gant Spagnoled e Filipinez, e kêr Cebú.
- 1848 : berzet eo ar sklavelezh ent-ofisiel e trevadennoù Frañs.
- 1941 : erruout a ra soudarded Alamagn en Aten.
- 1960 : dizalc’hiezh Togo
- 1961 : dizalc’hiezh Sierra Leone
- 1969 : an darn vrasañ eus ar Frañsizien (53%) a vot ‘’nann’’ en ur referendom war ar rannvroelañ ha kempenn ar Sened. Ar prezidant Charles de Gaulle a ro e zilez.
- 1994 : e Suafrika e c’hell an holl geodedourien votiñ evit ar wech kentañ. Ar maout a ya gant ar strollad African National Congress ha dilennet eo Nelson Mandela da brezidant.
Sportoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1908 : deroù ar IVe C'hoarioù Olimpek hañv e Londrez (Bro-Saoz).
- 2019 : aet ar maout gant Stade Rennais Football Club, ouzh Paris Saint-Germain Football Club, da-geñver gourfenn Kib vell-droad Bro-C'hall.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1759 : Mary Wollstonecraft, skrivagnerez saoz ha stourmerez evit gwirioù ar merc'hed.
- 1791 : Samuel Morse, ijiner amerikan.
- 1822 : Ulysses Grant, prezidant Stadoù Unanet Amerika ha jeneral er Brezel diabarzh.
- 1891 : Sergei Prokofiev, sonaozer rusian.
- 1906 : Zavier Langleiz, arzour ha skrivagner.
- 1921 : Robert Dhéry, aktour (c'hoariva ha sinema), dramaour, leurenner, filmaozer ha saver senario gall.
- 1963 : Pierpaolo Zoppo, soner power electronics italian.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1521 : Fernan Magalhaes, ergerzher portugalat.
- 1702 : Jan Bart, kourser mor.
- 1794 : William Jones, yezhour saoz-ha-kembreat.
- 1869 : Émilie Guitton (Itron de Saint-Prix) (Montroulez), dastumerez gwerzioù kozh.
- 1918 : Adolphe Pierre Julien Orain, istorour gall ha dastumer folklor breizhat.
- 1937 : Antonio Gramsci, politikour italian.
- 1972 : Kwame Nkrumah, prezidant Ghana.
- 1992 : Olivier Messiaen, sonaozer gall.
- 1996 : Gilles Grangier, aktour sinema, filmaozour ha saver senario gall.
- 2007 : Mstislav Rostropovich, violoñsellour.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deiziadur kristen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Nicomedia : sant Anthimius, eskob ha merzher, dindan Dioklesian
- Tarsus, Cilicia : Casqtor ha Stefan, merzherien
- Bononia : Tertullian, eskob ha Kofesour
- Brixia : Theophilus, eskob
- Ejypt : Theodorus, abad, ezel sant Pakom
- Kergustentin : Yann, abad
- Tarragona, bro Spagn : sant Per Armengaod
- Lucus, bro cToskan : santez Zita, gwerc'hez