William Jones (yezhour)
Sir William Jones (28 Gwengolo 1746 – 27 Ebrel 1794) a oa ur yezhour eus ur familh kembreat ha saoz. Ganet e voe e Londrez, mab d'ar matematikour kembreat William Jones. Gwiraour e oa diouzh e vicher ha labourat a reas e Kolkata, en India. Sevel ha ren a reas an "Asiatic Society of Bengal" ; treiñ a reas oberennoù lennel eus India ha Pers e saozneg.
William Jones a voe unan eus an dud kentañ o verzout pegen heñvel e oa ar sañskriteg, an henc'hresianeg hag al latin ha disklêriañ a reas e tlee an teir yezh kozh-se dont diwar an hevelep mammenn, un henyezh hag a oa orin ivez ar yezhoù germanek ha keltiek. D'an henyezh-se e voe roet, diwezhatoc'h, an anv Indezeuropeg. Diwarni e oa deuet, emezañ, ar yezhoù indezeuropek, komzet en Europa hag en Azia. Diwezhatoc'h e voe lakaet yezhoù all ouzhpenn er familh yezhoù-se : ar yezhoù baltek, ar yezhoù slavek, an albaneg, an armenieg ha re all c'hoazh. E 1771 e voe embannet gant William Jones ur Grammar of the Persian Language, al levr kentañ da zeskiñ perseg dre ar saozneg. Treiñ a reas oberennoù lennegel persek hag a voe lennet gant barzhed eus Europa d'ar mare-se, tud evel George Byron pe Shelley.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Beekes, Robert S.P. (1995) Comparative Indo-European Linguistics. An introduction. Amsterdam: John Benjamins B.V.
- Campbell, Lyle. (1997). American Indian languages: The historical linguistics of Native America. New York: Oxford University Press. ISBN 0-1950-9427-1.
- Cannon, Garland H. (1964). Oriental Jones: A biography of Sir William Jones, 1746-1794. Bombay: Asia Pub. House Indian Council for Cultural Relations.
- Cannon, Garland H. (1979). Sir William Jones: A bibliography of primary and secondary sources. Amsterdam: Benjamins. ISBN 9-0272-0998-7.
- Cannon, Garland H.; & Brine, Kevin. (1995). Objects of enquiry: Life, contributions and influence of Sir William Jones. New York: New York University Press. ISBN 0-8147-1517-6.
- Franklin, Michael J. (1995). Sir William Jones. Cardiff: University of Wales Press. ISBN 0-7083-1295-0.
- Jones, William, Sir. (1970). The letters of Sir William Jones. Cannon, Garland H. (Ed.). Oxford: Clarendon P. ISBN 0-1981-2404-X.
- Mukherjee, S. N. (1968). Sir William Jones: A study in eighteenth-century British attitudes to India. London, Cambridge University Press. ISBN 0-5210-5777-9.