Mary Wollstonecraft

Eus Wikipedia
Poltred Mary Wollstonecraft gant John Opie (war-dro 1797)

Mary Wollstonecraft (distaget /ˈwʊlstən.krɑːft/ e saozneg) (27 a viz Ebrel 1759 e Londrez10 a viz Gwengolo 1797 e Londrez) a oa ur skrivagnerez, ur brederourez hag ur stourmez evit gwirioù ar merc'hed.

E-pad he buhez verr e skrivas a bep seurt traoù : romantoù, eñvorennoù beaj, istor an Dispac'h Gall, istorioù evit ar vugale. Anavezet eo dreist-holl abalamour m’he deus skrivet A Vindication of the Rights of Woman (1792), ul levr ma tispleg n’eo ket izeloc’h ar merc’hed eget ar baotred ha m’en em ziskouezont evel-se ez eo abalamour ma n’o deus ket deskadurezh a-walc’h. Displegañ a ra ivez e ranker ober ouzh ar baotred hag ar merc’hed evel tud a skiant ha sevel ur gevredigezh diazezet war ar poell.

Brudet eo Mary Wollstonecraft gant he buhez diroll a-walc'h, muioc'hik eget gant he skridoù. Bevañ a reas gant Henry Fuseli ha gant Gilbert Imlay, a-raok dimeziñ d’ar prederour William Godwin, un den dizoue hag un anarkour anezhañ. Ur verc'h o devoe, Mary Shelley, hag a voe anavezet diwezhatoc'h evel skrivagnerez. Mervel a reas Mary Wollstonecraft da 38 vloaz, diwar wilioud, ha lezel a reas meur a zornskrid diembann war he lerc'h.

Hiziv e seller outi evel unan eus diazezourezed ar stourmoù evit gwirioù ar merc'hed hag ar wregelouriezh.