15 Du
Neuz
(Adkaset eus 15 a viz Du)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1533 : kemeret eo Cuzco (Impalaeriezh Inka d'ar mare-se) gant lu spagnol Francisco Pizarro.
- 1853 : Pêr V a ya da roue Portugal.
- 1863 : Kristian IX (Danmark) a ya da roue Danmark.
- 1884 : deroù Kuzuliadeg Berlin.
- 1889 : goude un taol-stad a-enep an impalaer Pedro II e teu Brazil da vezañ ur republik.
- 1971 : lakaet e gwerzh kentañ mikroprosesor, Intel 4004 an anv anezhañ.
- 1989 : kentañ bannadenn ar film tresadennoù-bev The Little Mermaid e Stadoù-Unanet Amerika.
- 1999 : embannet eo al lezenn niverenn 99/944 a laka e pleustr an Emglev keodedel a gengred (PACS e galleg).
- 2003 : marv 12 Breton war chanterioù Sant-Nazer e-pad gweladeg kentañ ar familhoù pa oa bet nevez-echuet sevel ar mordreizher Queen Elisabeth 2.
- 2017 : unan eus listri-spluj Morlu Arc'hantina, an ARA San Juan (S-42), a ya diwar wel er Meurvor Atlantel.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1708 : William Pitt an Henañ, den-stad saoz ha kentañ ministr ar Rouantelezh Unanet.
- 1738 : William Herschel, steredoniour alaman, dizoloer ar blanedenn Sadorn.
- 1793 : Michel Chasles, matematikour gall.
- 1881 : Liam Mac Piarais pe William Pearse, breur Padraig Pearse, broadelour iwerzhonat (lakaet d'ar marv d'ar 4 a viz Mae 1916).
- 1886 : René Guénon pe ’Abd al-Wâhid Yahyâ c'hoazh, metafizikour gall broadet ejiptat.
- 1891 : Erwin Rommel, marichal alaman e-pad an Eil Brezel-bed.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 565 : Justinian I, Impalaer Bizantion (527-565).
- 1630 : Johannes Kepler, steredoniour alaman.
- 1787 : Christoph Willibald Gluck, sonaozer c'hoarigan alaman.
- 1839 : William Murdoch, ijiner skosat.
- 1916 : Henryk Sienkiewicz, skrivagner eus Polonia, tapet Priz Nobel al Lennegezh gantañ e 1903.
- 1919 : Alfred Werner, kimiour suis, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1913.
- 1864 : Frank Michler Chapman, evnoniour ha naturour stadunanat.
- 1945 : Gérard Verdeau, krouer ar gevredigezh Breiz Santel e 1952.
- 1976 : Jean Gabin, aktour gall.
- 2017 : Françoise Héritier, denoniourez, gwregelouriez ha tudoniourez gall.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Iliz katolik roman:
- Sant Maloù, eskob-abad kembread dre orin ha deuet da Aled e kostez Sant Aaron, penitiour (649);
- Sant Alberzh Veur, dominikan ha doueoniour alaman (1280).