Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 47, bloaz 2012

Eus Wikipedia

19/11/2012 — 25/11/2012[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak er seizhvet sizhun ha daou-ugent eus 2012 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Kastiz ar marv[kemmañ ar vammenn]

Goulenn a ran ma vije hanter-warezet ar bajenn Kastiz ar marv, kuit a gaout rendaeloù digant chomlec'hioù IP. — Siubhán McGunn (kaozeal) 20 Du 2012 da 21:45 (UTC)[respont]

Ne welan ket perak he wareziñ keit ha ma n'eo ket bet taget. Mat 'vefe rummadiñ ar pennad ivez.--Gwendal (kaozeal) 21 Du 2012 da 07:15 (UTC)[respont]

Gourc'hemennoù Doue[kemmañ ar vammenn]

Goulenn a ran ma vije kemmet talbenn ar pennad Gourc'hemennoù Doue, a laka da gompren ez eus eus un Doue, ar pezh a c'haller diskrediñ ; An Dek Gourc'hemenn (Bibl) a ginnigan. — Siubhán McGunn (kaozeal) 20 Du 2012 da 22:41 (UTC)[respont]

Atahinerezh hag harellerezh[kemmañ ar vammenn]

Fae ganin. Trawalc'h e vez din labourat war ur pennad evit gwelet Bianchi Bihan o kouezhañ war ma chouk hag o vont da sevel prim-ha-prim pajennoù da gevezañ outañ, pa n'eo ket pajennoù kevatal (sevel a ran-me ur bajenn Triton (disheñvelout) hag eñ da ziheñchañ ur bajenn all da sevel kenkent ur bajenn Triton gant ur memes pal ha danvez). Ouzhpenn ma sav ar pajennoù-se dreist penn-biz dre eilañ/pegañ gant estreneg a bep seurt e-barzh, ez a evel-se da zistruj al liammoù diabarzh, da blantañ reuz en etrewikioù (ur sapre bruderezh evit hor yezh er wikioù all). Evit ar pennad-mañ end-eeun em boa lakaet "Triton" (mitologiezh) da bennstumm... abalamour ma oa evel-se dibab Bianchi Bihan da gentañ! (Gw. al liammoù savet gantañ er pennadoù savet gantañ evel Pallas merc'h Triton pe Amfitrite). Anat eo neuze 'ta ne zeu da cheñch an traoù nemet evit hadañ reuz. Gwir sabotaj ez eo.

Perak e ra kement-se? Miss Douar ha Miss Loar. Un dra 'zo sur avat, me ne zegemerin ket seurt doareoù-ober ken.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 25 Du 2012 da 13:26 (UTC)[respont]

Anat eo ez eo eeunoc'h ur pennad Triton eget ur pennad Triton (disheñvelout). Ha klokoc'h ouzhpenn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Du 2012 da 15:44 (UTC)[respont]
Setu petra a c'hall ur freuzer ober: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Triton&diff=1365082&oldid=1365067. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Du 2012 da 17:45 (UTC)[respont]

Kas ar brezel boulc'het gantañ war ar Wikioù all[kemmañ ar vammenn]

Oberad dañjerus evit brud hor Wiki kaset war-raok gant Bianchi-Bihan war ar Wikioù all, kas e vrezel eno [1] (degasomp da soñj en deus nevez-savet ur bajenn amañ evit keveziñ ouzh unan a oa dija). War n'eus forzh peseurt Wiki all e vefe bet stanket pell 'zo, met amañ n'eus den evit ober seurt tra nag evit herzel ouzh an dirollerezh..--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 25 Du 2012 da 17:51 (UTC)[respont]

Ma vije ret lonkañ silioù an Trec'hlid e kredjemp n'eus nemetañ oc'h ober brud vat d'ar wiki brezhoneg ha ne oar den nemetañ labourat amañ. Ha pa ya da zistruj un etrewiki ne vez ket oc'h ober brezel, nann maoarvat. Ha pa sav ur pennad e vez arabat kemmañ traig ebet ennañ, ha diouzhtu e vlej sabotaj, freuz, reuz, dioterezh, ha gerioù brav all. Un doare personel da lakaat ar spered kenlabour da vleuniañ ha da zougen uheloc'h banniel ha brud vat hon wiki-ni. Ha pa ra ur pennadig div linenn e vije ret bamiñ , e-lec'h klask kemer skouer war ar pennad saoznek un tamm fonnusoc'h? Mantrus. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Du 2012 da 18:09 (UTC)[respont]
Heuliet bremañ er c'has-se gant Llydawr [2]. Tud 'zo a oar ober fae war reolennoù Wikipedia.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 26 Du 2012 da 09:47 (UTC)[respont]

Gwellaat danvez ar wikipedia, sed aze reolenn ar wikipedia. Ne gredan ket e vije gwirionez an aviel etre daouarn un den hepken. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Du 2012 da 09:56 (UTC)[respont]

Reolennoù Wikipedia: «A-raok krouiñ ur bajenn eo mat gwiriañ hag-eñ n'eus ket bet krouet c'hoazh ur pennad heñvel pe damheñvel dindan un anv all. Alies e vez krouet div wezh an hevelep pajenn dievezh.» [3]. Nemet amañ ne oa ket "dievezh", met gant gouiziegezh hag a-fetepañs-kaer. Gaou doubl ouzh reolennoù WP eta.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 26 Du 2012 da 10:10 (UTC)[respont]

N'haller ket lavarout e vez graet gaou ouzh reolennoù wikipedia pa vezer o wellaat an danvez hag al liammoù, hep distruj netra. Pa c'hoarvez e vefe daou bennad (c'hoarvezet eo bet n'eus ket pell c'hoazh) e klasker an diskoulm gwellañ, gant an titl gwellañ, an danvez gwellañ, hep blejal. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Du 2012 da 10:18 (UTC)[respont]

Gwelloc'h e vefe chom hep ober gant gerioù evel "brezel", "atahinerezh", "freuzer"... ha kaozeal diwar-benn an titl gwellañ a vefe da reiñ d'ur bajenn disheñvelout graet evit heñchañ an dud war-zu ar pennadoù disheñvel anvet Triton : Triton (disheñvelout), kinniget gant Trec'hlid Mitonet, pe Triton, kinniget gant Bianchi-Bihan. Gwelloc'h ganin an eil doare, berroc'h hag eeunoc'h, implijet ivez e meur a Wikipedia all (alamaneg, esperanteg, galleg, kembraeg, saozneg, spagnoleg, da skouer). Pa vo bet roet meur a ali e vo gwelet sklaeroc'h. --Llydawr (kaozeal) 28 Du 2012 da 12:22 (UTC)[respont]


Kalz en tu-hont d'ar gerioù (lavaret em eus ma soñj ha ne zinac'han ket anezho), emañ an oberoù:

  1. perak en dije droed hemañ pe henhont d'ober traoù a-enep ar reolennoù (hag unan eus ar re ziazezañ holl)? N'eus ket da sevel ur bajenn evit enebiñ ouzh unan a zo dija.
  2. petra soñjal eus an dra-mañ? Mont d'ober tro ar wikipediaoù all dre ar bed evit goursankañ ur bajenn e-maez-reolenn (da skouer - sellet ouzh ar pezh a zo "-16": [4], [5]). Ha n'eo ket ur wech hepken, met meur a wech eo bet graet an dro glok (betek ar c'horeaneg: [6]) a-benn trec'hiñ war ar Botoù a (ad)lakae ar bajenn savet da gentañ.
  3. Graet em eus ur galv d'ar verourien evit renkañ an afer [7]. Me, ne'm eus ket kendalc'het gant ar brezel embann.

(Pa vez kudenn pe gudenn gant un titl, ez eus amañ koulz hag er wikipediaoù all, doareoù evit renkañ ar gudenn, ...hag hervez ar reolennoù.)

Hag evit ar re ne blij ket dezho ar gerioù implijet ganin. Kavout a rit gwelloc'h an dra-mañ lakaet hiziv end-eeun? [8]. Lakaat da grediñ em bije "tennet ur skeudenn". Ar pezh a zo faos-mik. Bremañ emañ div wech ar memes skeudenn war ar bajenn! Met boas on amañ ouzh seurt mouslavaroù.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 28 Du 2012 da 14:55 (UTC)[respont]

Hag ar pennadoù?[kemmañ ar vammenn]

Ma rafe an holl kemend-all a charre hag a cholori, ma'z afent da glemmichal ha da gomz eus brezel seul wech ma vez kemmet tra pe dra en ur pennad (pennadoù sakr ha tabou zo amañ, kontrol da reolennoù wikipedia), ma vijent o tamall ar re all dizehan diwar-benn o labour dre enebiezh personel, ha diwar-benn pep pennad, ne vije ket 40 000 pennad er wikipedia. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Du 2012 da 17:20 (UTC)[respont]

Klask war lerc'h un diskoulm ![kemmañ ar vammenn]

E lec'h chom war an dizemglev a zo etrezoc'h e kav din eo ret labourat war an danvez !
Deus petra 'zo kaoz ? Ur pennad Triton hag ur pennad Triton (disheñvelout) a zo. Moarvat n'eo ket talvoudus kaout an 2, eskemmomp eta evit gwelet pehini a vo dalc'het (hep ober forzh deus piv n'eus savet pehini mar plij !).
D'ho soñj perak eo gwelloc'h derc'hel unan kentoc'h eget egile ? (digor eo ar goulenn d'an holl evel-just) A galon --Y-M D (kaozeal) 28 Du 2012 da 22:20 (UTC)[respont]

Anat eo ez eo eeunoc'h ur pennad Triton eget ur pennad Triton (disheñvelout). Ha klokoc'h ouzhpenn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Du 2012 da 15:44 (UTC)[respont]
A-wechoù eo mat arverañ an "disheñvelout" e anv ar pennadoù, a-wechoù n'eo ket. Hervez m'eo anavezet/arveret muioc'h pe get an anv eo da ma soñj. N'on ket gouest da larout hag-eñ eo ret ober gant an dezverkoù-se, reoù all zo moarvat. Evit Ginea eo sklaer atav.--Gwendal (kaozeal) 29 Du 2012 da 07:28 (UTC)[respont]
Gwelloc'h eo ganin ober gant an titl eeun Triton evit ar bajenn disheñvelout, rak n'eus hini ebet eus ar pennadoù anvet Triton a vefe anavezetoc' eget ar re all hag ezhomm zo da lakaat ur resisadenn evit pep hini anezho (Triton (loarenn), Triton (doue)...). Heñvel eo eta ouzh degouezh ar ger Kongo ha n'eo ket ouzh hini ar ger Ginea. Ne vo nemet ober un adkas eus Triton (disheñvelout) betek Triton. --Llydawr (kaozeal) 30 Du 2012 da 08:05 (UTC)[respont]

Evit kregiñ, kontant on o welet merourien distro amañ. An dalc'h kentañ n'eo ket kement-se gouzout ha Triton (disheñvelout) pe Triton a vo lakaet (ma ne vije nemet an dra-se ne vije ket bet ezhomm da zirenkañ merourien evit se...) met evit plaenaat ha sederaat an traoù amañ (peogwir n'eo ket ar wech kentañ, tamm ebet) hag e kav din eo ret adlavarout sklaer mont en-dro ar Wikipedia: Ober a reer an traoù dre wir ha n'eo ket dre nerzh. Reolennoù diazez a zo (n'eus ket da sevel ur pennad nevez pa vez ur pennad heñvel dija, a-hend-all n'eo nemet "brezel-embann". Ar pennad kentañ-se eo a zo da wellaat, da glokaat, ha da cheñch titl dezhañ diouzh an ezhomm...). N'eus ket eta da sevel brezelioù embann, ha nebeutoc'h c'hoazh, kas ar brezel-embann-se er wikipediaoù all. Hag eno emañ labour ar verourien da'm soñj. Bezañ gwarant eus mont en-dro reizh ar wikipedia brezhonek.

Splann eo istor ar pajennoù:

  1. savet e oa bet Triton (disheñvelout) da gentañ [9].
  2. 14 eurvezh war-lerc'h eo bet savet ar pennad Triton, gant un eilañ-pegañ eus ar bajenn "Triton (disheñvelout)" a-boan cheñchet [10]
  3. Ar bajenn Titron (disheñvelout) eo eta ar bajenn "lejitim" nemeti evit ar poent.
  4. Bremañ, ma fell da gumuniezh ar WP brezhonek cheñch titl ar pennad-se, e c'hall ober evel-just (hervez ar reolennoù ez eo), goude kendiviz ha kenemglev, pe neuze, ma chom sparlet ar soñjoù, dre muiañ niver.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 29 Du 2012 da 09:47 (UTC)[respont]

Ha bremañ?[kemmañ ar vammenn]

N'omp ket aet kalz war-raok.

  1. Anat eo ez eus ur gudenn gant mont en-dro Wikipedia brezhonek er mare-mañ. Ha hini ebet eus an daou "adpajennaouer" n'en deus lavaret ne rafe ket ken gant seurt doareoù. Hag ar c'hontrol a c'haller soñjal kentoc'h pa weler o respontoù amañ (degemer o zaol-nerzh, na mui na maez). Ar c'hontrol-bev eus spered Wikipedia.
  2. Petra a ginnig ar verourien evit ma vo doujet hiviziken da reolennoù Wikipedia war ar poent-mañ (reolenn diazez a gaver en holl wikipediaoù: ne saver ket pajennoù pa'z eus reoù dija gant ar memes pal ha danvez, ha nebeutoc'h c'hoazh, a-ratozh-kaer; ha kas ur brezel-embann da heul)?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 30 Du 2012 da 09:42 (UTC)[respont]

Ar c'hontrol-bev eus spered Wikipedia. (sic)[kemmañ ar vammenn]

D'am soñj n'eus perc'henn ebet war spered wikipedia. Ha ma'z eus ur gudenn eo gant ar re a gred e ouzont gwelloc'h eget ar re all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Du 2012 da 15:24 (UTC)[respont]

Ar bajenn Titron (disheñvelout) eo eta ar bajenn "lejitim" nemeti evit ar poent (sic)[kemmañ ar vammenn]

Sed aze ur frazenn gaer. Pa'm boa klevet ur c'helenner skol-veur o komz eus brezhoneg "légitime" un deiz e oa sklaer e oa o komz eus e hini, hag e nac'he pep gwir ouzh ar re all da ober gant unan disheñvel, ouzhimp-ni amañ, wikipedourien, ivez eta. Pa lennan e krog lod da gomz eus "pennad légitime" (c'hoarzhin pe leñvañ?) e welan ar memes spered o tegouezhout amañ. Prestik e vo ret goulenn an aotre digant un aotrou a-raok sevel pennad ebet? Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Du 2012 da 12:13 (UTC)[respont]

Me gav din n'emañ ket an traoù evel-se amañ tamm ebet. Ur pennad a oa, Triton an hini eo, ha gwir eo e vefe bet gwelloc'h lakaat ar gaoz war an anv ma soñje dit ne oa ket an hini welañ, kentoc'h eget krouiñ un eil pennad ! Ne gav ket dit e vefe bet aesoc'h gwelet-se asambles da gentañ, ha kemm an traoù da c'houde ? A galon --Y-M D (kaozeal) 29 Du 2012 da 17:48 (UTC)[respont]

Pennoberenn vrezhonek[kemmañ ar vammenn]