Gourc'hemennoù Doue
Gourc'hemennoù Doue a vez lavaret eus an 10 gourc'hemenn a zo e lezenn Moizez hervez ar Bibl.
E brezhoneg e oa bet lakaet ar gourc'hemennoù-se e stumm divwerzennoù evit aesaat an deskiñ d'ar vugale a ranke gouzout anezho dre an eñvor evit gallout ober o fask kentañ.
El Levr a gelennadurez kristen (Kemper- Brest 1932) e kaver skrid ar gourc'hemennoù-se, pajenn 117.
[kemmañ] An dek gourc'hemenn
1
Un doue hepken a adori
Ha dreist pep tra a gari
2
Hep kaoz e anv ne doui ket
Nag ivez netra all ebet
3
Miret a ri an holl sulioù
Gant euvroù mat ha pedennoù
4
Da dad, da vamm, a enori
Ha da vuhez a astenni
5
Ha mir ne lazhi den ebet
Nag a galon nag a efed
6
Lubrik mir na vezi nepred
Dindan boan da vezaén daonet
7
En em ziwall diouzh laeroñsi
Na domach da hentez ne ri
8
Na gevier na falstesteni
Mir birviken ne liviri
9
Madoù re all na zezir ket
evit o c'haout hep gwir ebet
10
Na c'hoanta dre luksur pec'hiñ
Nag e soñj vil n'en em bliji.
[kemmañ] Gourc'hemennoù an Iliz
Arabat droukveskañ gant Gourc'hemennoù an Iliz, a zo c'hwec'h anezho.