Toull du

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Skeudenn ijinet eus un toull du steredenn, un nebeud degadoù kilometradoù diouzh an den a gemer ar skeudenn. Gwelout a reer e furm e-kreiz bolz an oabl, dirak Koumoulennad Vras Magalhaes. Skeudenn houmañ a seblant dizoublet e stumm div waregenn, abalamour d'an efed ferenn c'hravitadurel kreñv. Hent Sant-Jakez a weler e nec'h ar skeudenn zo gweet mat ivez, kement ma'z eo diaes anavezout lod eus ar steredegoù, evel Kroaz ar Su da skouer (e-kichen ar steredenn orañjez skedus, Gacrux, en nec'h a-gleiz war ar skeudenn). N'haller ket anavezout he stumm e kroaz ken arouezius. Hogozik a-dreñv-rik d'an toull du ez eus ur steredenn n'eo ket gwall skedus (HD 49359). Gwelout a reer anezhi dindan stumm ur skeudenn zoubl zo kresket kalz e skedusted hewel, eus ur faktor war-dro 4 500. Emañ an div skeudenn eus ar steredenn-se, evel div skeudenn ar Goumoulennad vras war un takad kelc'hiek a c'hronn an toull du hag a vez anvet Gwalenn Einstein.

En astrofizik, un toull du zo un draez zo bras he zolz ha ken kreñv he fark gravitadur ma vir ouzh kement seurt danvez pe skin da dec'hout dioutañ. An hevelep traezoù ne skignont ket gouloù eta hag abalamour da se ez int du. Setu eus pelec'h e teu o anv. Deskrivet eo bet an toulloù du e damkaniezh ar relativelezh hollek. N'haller ket evezhiañ anezhe war-eeun, met meur a zoare evezhiañ dieeun e hirderioù gwagennoù disheñvel zo bet lakaet war-sav hag a-drugarez dezhe e c'haller studiañ an anadennoù a zegasont en o endro. Tommet e vez an danvez zo sunet gant un toull du pergen betek gwrezverkoù bras-kenañ kent bezañ lonket hag abalamour da se e skign kalz skinoù X. Memes ma ne vez ket skignet skinoù gant an toulloù du dreze o-unan, e c'haller dizoloiñ anezhe eta dre berzh o levezon war o endro. Bezañs an toulloù du zo asur evit hogos holl gumuniezh ar skiantourien a bled gant an dachenn-se (Astrofizikourien ha Fizikourien damkanourien).


Istor[kemmañ]

Diwanet eo meiziad an toulloù du e diwezh an XVIIIvet kantved gant ar gravitadur hollvedel dizoloet gant Isaac Newton. En em c'houlenn a raed ha traezoù a oa hag a vije bras a-walc'h o zolzennad evit ma vije brasoc'h o zizh tec'h eget tizh ar gouloù. Kouskoude n'eo ken e deroù an XXvet kantved, pa voe degemeret damkaniezh ar relativelezh hollek savet gant Albert Einstein, e teuas meiziad an toulloù du da vezañ estroc'h eget un danvez kuriusted. Evit gwir, nebeut amzer goude ma oa bet embannet labourioù Einstein e oa embannet gant Karl Schwarzschild un disoc'h eus kevatalenn Einstein hag a emplege bezañs un toull du kreiz[1]. Ar studiadennoù diwar-benn an toulloù du a grogas er bloavezhioù 1960, nebeut amzer kent ar c'hentañ disklêriadurioù asur a-du gant o bezañs a oa degaset dre an evezhierezh. Ar c'hentañ traez[2],[3] a oa enni un toull du a voe kavet a oa ar vammenn skinoù X Cygnus X-1, evezhiet gant al loarell Uhuru e 1971. Goveliet eo bet an anv « toull du » e-kerzh ar bloavezhioù 1960, gant ar fizikour amerikan Kip Thorne. A-raok e implijed an anvioù da-heul : « korf Schwarzschild » pe « astr stanket». Enebiezh a savas a-enep implij ar ger « toull du » a-berzh implijerien yezhoù zo, ar galleg hag ar ruseg peurgetket, a gave e oa un tamm dizoare[4].

Termenadur[kemmañ]

Un toull du en deus un tolz resis, zo tolpet en ur poent, anvet esparder gravitadur. A-drugarez d’an tolz-se e c’haller jediñ ur sferenn anvet dremmwel an toull du, kreizennet war an esparded ha dezhi ur skin zo bevenn vrasañ an toull du. E diabarzh ar vevenn-se e vir an toull du ouzh kement skinadur da dec’hout. Astennadur an toull du en egor eo ar sferenn-se koulz lavaret. Evit un toull du zo heñvel e dolz ouzh hini an Heol e talvez skin ar sferenn war-dro 3 c’hilometr[5]. Tremen ur pellder keit hag an hini a gaver etre ar stered (e milionoù kilometr), un toull du n’en deus ket muioc’h a nerzh dedennerezh evit forzh peseurt korf all, dezhañ ar memes tolz... Da skouer, ma vefe lakaet un toull du eus an hevelep tolz hag an Heol e lec'h hemañ, ne vefe ket kemmet kelc'htro e blanedennoù.

Meur a seurt toull du zo e gwirionez. Pa vezont stummet da-heul disac’hadenn gravitadurel ur steredenn e komzer eus toulloù du steredenn. Pa gaver anezhe e-kreiz ar galaksioù o devez un tolz a c'hall mont betek meur a viliard tolzioù Heol hag e komzer eus toulloù du galaksienn. Etre an daou dolz-se e soñjer ez eus toulloù du etre dezho un tolz a dalvez un nebeud miliadoù tolzioù Heol. Soñjal a reer e c’hallfe bezañ toulloù du kalz bihanoc'h o zolz, a vije bet stummet e deroù istor an hollved, da vare ar Big Bang, hag anvet e vezont toulloù du an deroù. N'eo ket bet kadarnaet o bezañs hiziv an deiz

Stard eo sellet war-eeun ouzh un toull du. Gallout a reer kouskoude divinout ez eus unan a-drugarez d'e efed gravitadurel war e endro, e kalon ar korrkwazaroù hag an nukleüsoù galaksienn oberiant peurgetket, e lec'h ma vo tommaet-kenañ an danvez a gouezh en toull du ha ma skigno kalz skinoù X. Gallout a reer kavout evel se traezoù zo bras o zolz ha bihan o ment. An toulloù du eo an traezoù nemete a c'hall degas seurt gwered, hag a glot gant framm ar relativelezh hollek.

Levrlennadur[kemmañ]

  • Pennadoù kazetennoù
    • (fr) Les trous noirs, dossier Hors Série du magazine « Pour la Science », 1997 ISSN 1534092.
    • (fr) Aurélien Barrau et Gaëlle Boudoul, Où sont passés les trous noirs primordiaux, pennad eus ar gelaouenn « La recherche », 2004 Gallout a reer pourchas ar fichennaoueg PDF war lec'hienn Aurélien Barrau.
  • Diwar istor an toulloù du
    • (en) Brandon Carter ; Half century of black-hole theory : from physicists’ purgatory to mathematicians’ paradise, dans : L. Mornas (ed.) ; « Encuentros Relativistas Espanoles : A Century of Relativity Theory », Oviedo (2005). Testenn glok a c'haller pourchas war arXiv : gr-qc/0604064

Notennoù[kemmañ]

  1. Schwarzschild, K. (1916). "Über das Gravitationsfeld eines Massenpunktes nach der Einsteinschen Theorie.", Sitzungsberichte der Königlich Preussischen Akademie der Wissenschaften 1, 189-196.
  2. E-touez ar c'hentañ studiadennoù eus Cygnus X-1 gant Uhuru e lennor : Oda et al., X-Ray Pulsations from Cygnus X-1 Observed from UHURU, (1971) ApJ, 166, 1
  3. Ar c'hentañ disklêriadurioù eus Cygnus X-1 a verke e oa un toull du, diwar evezhierezh Uhuru, zo embannet gant : Eardley, D. M. et Press, W. H. Astrophysical processes near black holes, (1976) ARAA, 13, 381.
  4. Kip S. Thorne, Trous noirs et distorsions du temps meneget er rannbennad Levrlennadur.
  5. Komz a reer amañ eus un toull du eus Schwarzschild.