Big Bang

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Diouzh damkan ar Big Bang, an hollved en em ledas goude bezañ bet en ur stad tomm-kenañ ha fetis-kenañ hag e kendalc'h da astenn hiziv an deiz. Gallout a rafer lâret emañ an egor e-unan oc'h en em ledañ hag e kas ar galaksiennoù gantañ evel rezin en ur gouign e go. Skeudennaouet eo bet an argerzh-se gant un arzour o tiskouez ul lodenn eus un hollved plaen.

Damkan ar Big Bang eo anv ar pennañ damkan[1]kosmologek skiantel a zispleg diorrodigezh an hollved abaoe an deroù. Hervez damkan ar Big Bang, er penn kentañ, an hollved a oa en ur stad tomm-kenañ ha fetis-kenañ hag en em lede buan. Abalamour d'ar c'hresk ha d'an emled-se e kroget an hollved da yenaat ha deuet da dizhout ar stad a-vremañ (kenderc'hel a ra an hollved d'en em ledañ a-hend-all). Stad orin an hollved a oa anezhañ war-dro 13,7 miliard bloavezhioù zo, diouzh ar muzulioù gwellañ a c'haller kaout[2][3] ha sellet e vez ouzh an deiziad-se alies evel ar mare ma c'hoarvezas ar Big Bang.[4][5] An displegadenn glokañ ha gwellañ eus orin an hollved eo an damkan-se ha harpet eo war prouennoù skiantel ha war ar pezh a c'haller eveshaat en hollved.[6][7]

Georges Lemaître a ginnigas ar pezh a zeuas da vezañ anavezet evel damkan ar Big Bang diwar-benn orin an hollved. Envel a rae anezhañ "martezead an atom kentañ". Diazezet eo framm ar patrom war relativelezh hollek Albert Einstein ha war martezadennoù eeunaat (homogenegezh hag isotropiezh an egor). Savet e oa bet ar c'hevatalennoù diskoulmus gant Alexander Friedmann. E 1929, Edwin Hubble a zizoloas emañ lod eus an nivlennadoù (anvet galaksiennoù hiziv) er-maez eus Hent Sant-Jakez ha ma pellaont diouzhimp gant un tizh zo kenfeurel ouzh o fellder diouzhimp — ur c'heal damveneget da gentañ gant Lemaître e 1927.[8]

Ma kresk an hed etre ar strolladoù galaksiennoù hiziv, dleet eo dezhe bezañ bet tostoc'h an eil diouzh ar re all gwezhall. Studiet e oa pizh an argerzh-se adalek ar penn kentañ ma oa uhel-kenañ ar fetisted hag ar wrez[9][10][11] ha buanerezioù rannigoù bras zo bet savet d'ober taolioù-arnod ha da arnodiñ hevelep amveziadoù. Kadarnaet o deus an damkan skiantel met ar buanerezioù-se zo bevennet o barregezh d'ober enklaskoù diwar-benn un hevelep amveziad energiezh uhel. Evel ma chom nebeut a destenioù eus penn kentañ an emled, ne c'hall ket damkan ar Big Bang reiñ un displegadenn eus ar stad orin-se. Deskrivañ ha displegaña ra kentoc'h emdroadur an hollved dre vras abaoe ar mare-se. Puilhded an elfennoù gouloù dre ar c'hosmos a glot pizh gant ar pezh a oa jedet diwar-benn stummadur an elfennoù-se diwar an argerzhoù nukleel a c'hoarvezas e minutoù kentañ an hollved pa yae buan war yenaat ha war vrasaat

Fred Hoyle an hini en doa savet an anv Big Bang e 1949 e-pad un abadenn skingomz. Lod a lavar e oa a-du Hoyle gant damkan kosmologel an hollved digemm, hag e felle dezhañ bezañ disprizus oc'h ober gant an anv-se, Hoyle avat en deus nac'het an dra-se hag en deus lavaret e oa just ur skeudenn sebezus a-benn sklaeraat ar c'hemm a oa etre an daou zamkan.[12][13][14] Diwezhatoc'h en doe Hoyle ur roll a-bouez er strivoù da gompren kevanaoz nukleel ar stered, an argerzh nukleeel ma oa savet elfennoù pounneroc'h diwar elfennoù skañv. Goude dizoloadenn an deun kosmologek dispis e 1964, ha dreist-holl pa oa dizoloet e klote e spektr (da lâret eo, ar c'hementad skinad muzuliet da bep hirder-gwagenn) gant hini skinad termek ur c'horf du, e oa kendrec'het ar pep brasañ eus ar skiantourien gant ar brouenn-se e o c'hoarvezet darvoudoù heñvel pe heñveloc'h ouzh ar re kinniget e damkan ar Big Bang.

Liammoù diavaez[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. Wollack, Edward J. (10 December 2010). Cosmology: The Study of the Universe. Universe 101: Big Bang Theory. NASA. Kavet d'an 27 April 2011.
  2. Komatsu E. et al. 2009, "Five-Year Wilkinson Microwave Anisotropy Probe Observations: Cosmological Interpretation", Astrophysical Journal Supplement, levrenn 180, Nnn 2, p 330
  3. Menegoni E.et al., 2009, "New constraints on variations of the fine structure constant from CMB anisotropies", Physical Review D, levrenn 80, Nnn 8, p 087302
  4. Origins: CERN: Ideas: The Big Bang, Exploratorium
  5. Keohane J., 8 aviz Du 1997, Big Bang theory, Ask an astrophysicist, Goddard Space Flight Center/NASA
  6. Feuerbacher B., Scranton R., Evidence for the Big Bang, TalkOrigins,
  7. Wright E.L., 9 a viz Mae 2009, What is the evidence for the Big Bang?, Frequently Asked Questions in Cosmology, UCLA, Division of Astronomy and Astrophysics
  8. Hubble, E. (1929). "A Relation Between Distance and Radial Velocity Among Extra-Galactic Nebulae". Proceedings of the National Academy of Sciences 15 (3): 168–73. DOI:10.1073/pnas.15.3.168
  9. Gibson, C.H. (21 January 2001). The First Turbulent Mixing and Combustion. IUTAM Turbulent Mixing and Combustion.
  10. Patrom:Cite arxiv
  11. Patrom:Cite arxiv
  12. 'Big bang' astronomer dies. BBC News (22 August 2001). Kavet d'an 2008-12-07.
  13. Croswell, K. (1995). "Chapter 9", The Alchemy of the Heavens. Anchor Books. 
  14. Mitton, S. (2005). Fred Hoyle: A Life in Science. Aurum Press, 127.