Kevatalenn Einstein

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Kevatalenn Einstein (anvet ivez Kevatalenn park Einstein) zo ar gevatalenn pennañ, e-touez ar c'hevatalennoù dezho deveradennoù darnel, eus ar relativelezh hollek. Ur gevatalenn zinamikel eo a zeskriv penaos an danvez hag an energiezh a gemm mentoniezh an egor-amzer. Ar gwar-se eus ar ventoniezh en-dro d'ur vammenn danvez a vez displeget neuze evel park gravitadur ar vammenn-se. Fiñv an traezoù e-barzh ar park-se zo deskrivet en un doare pervezh-kenañ gant kevatalenn e c'heodezek.

stumm matematek Kevatalenn park Einstein[kemmañ]

Kevatalenn park Einstein a vez deskrivet en doare-se peurliesañ :

 R_{\mu \nu} \ - \ \frac{1}{2} \, g_{\mu \nu} \, R  \ - \ \Lambda \ g_{\mu \nu} \ = \ \frac{8 \pi G}{c^4} \ T_{\mu \nu} .

R_{\mu \nu} zo stenner Ricci, R ar gwar skalarel, g_{\mu \nu} ar stenner metrek sinadur (+,-,-,-), \Lambda an argemmenn gosmologek, G an argemmenn gravitadur (war-dro 6,6742.10-11 m³kg-1s-2), c tizh ar gouloù (da lâret eo : 299 792 458 m.s-1), \pi an niver pi ha T_{\mu \nu} ar stenner energiezh-lañs.