Koumoulennad Vras Magalhaes

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Large.mc.arp.750pix.jpg

Koumoulennad vras Magalhaes zo ur c’halaksienn gorr. Emañ 54 900 parsek diouzh Hent Sant-Jakez (da lâret eo war-dro 179 000 bloavezh-gouloù) ha hañval eo emañ e kelc’htro en-dro d’hor galaksienn. Daoust d’he stumm e soñjer e oa ur c’halaksienn gildroennek sparlek zo bet distummet gant nerzhioù mare Hent Sant-Jakez evel Koumoulennad vihan Magalhaes. War a seblant a-hend-all en defe miret e sparl kreiz. Pevare galaksienn hor Strollad Lec’hel eo diouzh he ment. Ar C’halaksienn dostañ dimp eo ivez goude galaksioù korr ar C’hi Bras hag ar Gwareger.

Ne c'heller gwelet anezhi nemet e oabl an hanterzouar su diouzh an noz, a-dreñv steredeg an Aouredenn hag hini an Daol. Anavezet eo abaoe ar Ragistor gant annezidi an hanterzouar su met meneget e oa evit ar wezh kentañ gant ar steredoniour persat Abd-al-Rahman Al Soufi e 964. Meneget eo gant Amerigo Vespucci e rentañ-kont e veaj e 15031504 hep termenadur gwirion hag ez eo ergerzhadenn Fernant Magalhaes en-dro d’an Douar a roas brud dezhi hag a zegasas he anv.

Kavout a reer en he c’hreiz nivlennad an Darentolenn, an hini oberiantañ eus an toleadoù gant gourlammoù stered er Strollad Lec’hel ha meur a zruilhad digor hag a zruilhad boulek.

Staget eo su ar « sparl kreiz » ouzh Koumoulennad vihan Magalhaes dre ur framm gaz ha stered anvet Pont Magalhaes. Un orin eo da Redenn Magalhaes ivez, ur framm diframmet diouzh ar Goumoulenn gant nerzhioù mare Hent Sant-Jakez.


[kemmañ] Liammoù diavaez

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all