Isaac Newton

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Livadenn eus Izaag Newton gant Godfrey Kneller (1689)

Sir Izaag Newton a oa ur prederour, ur matematikour, ur fizikour hag ur steredoniour Saoz bet ganet d'ar 4 a viz Genver 1643 er c'halander gregorian[1] e maner Woolsthorpe e-kichen Grantham ha marvet d'ar 31 a viz Meurzh 1727 e Kensington. Anavezet eo dreist-holl evit e zamkaniezh eus ar gravitadur krouidigezh, kevezañ gant Leibniz, ar jederezh didermenel. E levr Philosophiœ Naturalis Principa Mathematica a zo lavaret dioutañ ez eo un eus oberennoù pouezusañ e istor ar skiantoù. E-barzh an oberenn-se e vez kavet e zizoloadennoù diwar-benn an nerzh desach, tri lezenn ar fiñvoù hag ar mekanik klasel. Nobled eo bet e 1705 gant ar Rouantelezh.

[kemmañ] Buhez

Ganet eo Izaag Newton e 1643 e Woolsthorpe, el Lincolnshire (Bro-Saoz). Peizanted e oa e dud. Mervel a reas e dad tri miz a-raok ma vije deuet Izaag Newton er gouloù hag e vamm a addimezas ... Izaag vihan, a oa 2 vloaz, a voe fiziet en e vamm-gozh, dindan gwardoniezh e eontr. E vugaleaj ne seblant ket bezañ bet gwall eürus. Da 5 bloaz e tarempredas skol kentañ-derez Skillington ha goude hini Stokes.

[kemmañ] Teoriennoù Matematikel

E 1687 ez eo bet embannet e oberenn bennañ, "Principes mathématique de la philosophie naturelle". El levr mañ e implij doareoù jediñ hag a zo gourdad ar jediñ vektoriel. War tachenn ar gweled e beurlipas an deleskop dameuzh krouet gant Gregory hag e embannas e 1704 e dreted Optik o tiskouez ez eo ar goulou gwenn ur meskaj a meur a liv zisheñvel. Dedennet eo bet gant an alkemiez hag an doueoniezh.


Fazi meneg <ref> tags exist, but no <references/> tag was found; $2

E yezhoù all