Themisto
Anaout a raer div d-Themisto (Θεμιστώ, Themisto e gregach) e mojennoù Hellaz.
Taolenn |
Gwreg Atamas[kemmañ]
Themisto a oa trede gwreg Atamas, roue Orc'homenos. Pemp bugel he doe gantañ, hervez Apollodoros ( I, 9, 2): Leucon, Erythrius, Schoeneus, Ptoüs, ha Porphyrion.[1] Hervez skridoù all n'he doe nemet daou : Sphincius hagOrc'homenos.
Pan eas en-dro ar roue gant e eil gwreg, Ino, e wiskas Themisto he bugale e gwenn, ha re Ino e du. Neuze e stagas da lazhañ ar vugale gwisket e du, evit kaout he digoll ouzh treitouriezh he gwaz. Ne ouie ket Themisto e oa bet adwisket ar vugale gant Ino, ha neuze eo he bugale-hi a lazhas, war-bouez Schoeneus, hervez ar vojenn.
Mamm e vije ivez d'ur verc'h, Leukonoe, ha Poseidon a vije an tad.
Mamm an Danau[kemmañ]
Un Themisto all, merc'h d'an doue-stêr Inac'hos, a voe brazezet gant Zeus hag a voe mamm da Ister, ar stêr Danav.
Loar[kemmañ]
Temisto zo ivez ul loar d'ar blanedenn Yaou.
Notennoù[kemmañ]
- ↑ Apollodoros. Biblioteka, I.9.2.