Apollodoros Aten

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Apollodoros Aten ( Ἀπολλόδωρος}} / Apollódôros e gregach) a oa ur yezhadurour hellazat en IIvet kantved kent JK. Apollodoros Aleksandria a vez graet anezhañ a-wechoù, dre ma oa ganet eno war-dro 180kent JK, ha marvet war-lerc'h -120|120 kent JK. Asklepiades e oa anv e dad.

Diskibl e oa da Diogenes Babilon, Panaetius ar Stoikour, ha da Aristarc'hos Samotraki en Aleksandria. E 146 kent JK e kuitaas ar gêr-se, pe e tec'has anezhi, moarvat da vont da b-Pergam, hag alese da Aten. Eno neuze e tremenas an darn vrasañ eus e vuhez, hag e savas skridoù a zeskadurezh.


E oberennoù[kemmañ]

  • Kronika (Χρονικά), un istor Hellaz e gwerzennoù iambek a yae eus dibenn brezel Troia (XIIvet kantved kent JK) betek ar bloavezh 144 kent JK, savet diwar labourioù koshoc'h Eratosthenes Cyrene. Ar bloavezhioù a ouzer abalamour d'an daveoù da arc'honed Aten. Ur bloavezh hepken e chome un arc'hon e karg, ha gant-se o deus gallet an istorourien resisaat eus peseurt bloavezh e veze graet anv gant Apollodoros. Dediet eo an oberenn da Attalus II Philadelphus.
  • Diwar-benn an Doueed (Περι θεων), un istor eus relijion Hellaz, a voe kemeret harp warnañ gant oberourien evel Philodemus.


Biblioteka[kemmañ]

Ken brudet e oa e zeskadurezh ma voe drevezet e oberenn, ha faziet a-wechoù diwar-benn ar skridoù savet gantañ. An dastumad mojennoù lakaet war e gont, hag anvet Biblioteka, a vije bet skrivet kalz diwezhatoc'h : anv zo en oberenn eus ur skrivagner roman, Castor l'Annaliste, a veve en amzer Cicero, er Iañ kantved kent JK, pa oa marvet Cicero er bloaz 43 kent JK.

Pseudo-Apollodoros eo a vez graet eus oberour ar Biblioteka.

Mammennoù all[kemmañ]