Inac'hos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Inac'hos (Ίναχος / Inakhos e gregach) a oa ur mab d'an doue Okean ha da d-Tetis, ha doue-stêr (ar stêr Panitsa en Argolis hiriv) e mojennoù Hellaz kozh.

Gant e c'hoar Melia e oa dimezet ha diganti en doe kalz bugale,en o zouez:

Mamm ar vugale-se a zo , hervez ar mojennoù:

Diazezañ a reas kêr Argos war-lerc'h Dour-Beuz Deukalion.

Anvet e voe da varner pa voe bec'h etre Hera ha Poseidon diwar-benn an douaroù hag ar stêr Inac'hos.

Goude e fellas da Hera e teuje e verc'h Io da velegez ganti. Met Zeus a deuas d'he skrapañ d'ober e serc'h anezhi.

Re a zoujañs ouzh an doueed a gasas Inac'hos da goll pep tra, ma teuas Eris, doueez an Dizemglev da dreiñ e sentidigezh e kasoni. P'edo ar gasoni o leuniañ ar bed e teuas Tisifone , kaset gant Zeus, da adsevel an urzh vat, ha troet e voe Inac'hos e stêr.

-->

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all