Subhash Chandra Bose

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Subhash Chandra Bose
Bose gant Gandhi e 1938
War ar skeudenn anavezet-mañ e weler Bose gant un ofiser alaman. Lod o deus kredet e oa ar Jeneral Rommel met n’eo ket.

Subhash Chandra Bose pe Subhas Chandra Bose ( সুভাষচন্দ্র বসু e banglaeg, ସୁଭାଷ ଚନ୍ଦ୍ର ବୋଷ en oriyeg) a oa un emsaver hag ur politikour eus India. Ganet e voe d’an 23 a viz Genver 1897 en Orissa ha mervel a reas moarvat d’an 18 a viz Eost 1945 e Taiwan, daoust ma n’eur ket sur tamm ebet. Lesanvet e oa Netaji gant an dud (al "Levier doujet").

E 1938 hag e 1939 e voe prezidant ar strollad politikel Indian National Congress (Kendalc’h Broadel India), met rankout a reas reiñ e zilez abalamour ne oa ket a-du gant Mohandas Gandhi. Evitañ ne oa ket a-walc’h doareoù difeuls Gandhi ha ne c’halled skarzhañ ar Saozon eus India nemet gant armoù. Sevel a reas ur strollad politikel all anvet All India Forward Bloc hag a c’houlenne dieubidigezh India diouzh yev Breizh-Veur. Unnek gwech e voe toullbac’het gant ar Saozon.

Pa grogas an Eil Brezel-bed e soñjas Bose e c’hallfe bezañ aze un doare da c’hounit frankiz India buanoc’h. Kuitaat a reas India da vont d’an Unvaniezh Soviedel, da Alamagn, da Japan da c’houlenn sikour ar broioù-se evit tagañ nerzhioù Breizh-Veur en India. Gant skoazell Japan e voe krouet Arme Vroadel India (Azad Hind Fauj), a vode danvez-soudarded eus India hag Indianed eus trevadennoù saoz evel Malezia. Bose a voe anvet da Netaji (rener) Arme Vroadel India, en em gannas a-enep an arme saoz e Birmania hag e biz India dreist-holl. Lakaet e voe Bose ivez e penn Gouarnamant da c’hortoz Azad Hind, diazezet en Inizi Andaman ha Nikobar pa oa bet aloubet an enezeg-se gant arme Japan e 1942.

Abalamour d’e vennozhioù politikel ha d’al liammoù en doa skoulmet gant an Nazied ha gant broioù all a oa oc’h ober brezel da Vreizh-Veur, ez eus bet kalz a dabut diwar e benn e-touez an istorourien hag ar bolitikourien. Lod, e Breizh-Veur dreist-holl, a rae ur faskour anezhañ. En India avat ez eus kalz tud a soñj n’en deus graet nemet mont da-heul dibaboù diazezet war ar « realpolitik ». Hiziv an deiz eo bet roet e anv da aerborzh etrebroadel Kolkata.

Fellout a rae da Subhash Chandra Bose e teufe India da vezañ dizalc’h ar c’hentañ ar gwellañ, tra ma oa prest strollad ar C’hendalc’h da vont a-bazennoù, gant ur statud emrenerezh da gentañ. Lod eus politikourien yaouank ar C’hendalc’h, evel Jawaharlal Nehru, a oa prest da heuliañ Bose avat, ha setu perak e voe degemeret « Purna Swaraj » (dizalc’hiezh penn-da-benn) da c’her-stur gant ar C’hendalc’h e 1929.

Hervez kont e varvas Netaji Subhash Chandra Bose en ur gwallzarvoud karr-nij d’an 18 a viz Eost 1945, e Taiwan. N’eus bet kavet prouenn ebet avat e oa marvet er gwallzarvoud-se. Ur bodad ofisiel a voe savet en India e 1999 da enklask war e varv, hag embann a reas ar bodad-se, e 2005, ne oa prouenn ebet e vije marvet Bose er gwallzarvoud hag en dije gallet tec'hout kuit da Rusia da neuze. Nac’h a reas gouarnamant India degemer disoc’h an enklask avat[1]. Lod a lavar e varvas bloavezhioù diwezhatoc’h, prizoniad e Siberia. Lod all ivez a lavar e vevas en India betek 1985, o ren buhez ur manac'h[2] [3] [4].

Notennoù[kemmañ]

  1. Post Mukherjee Commission News Updates
  2. Hindustantimes.com at www.hindustantimes.com
  3. 'Netaji did not die in a plane crash'
  4. HindustanTimes.com Exclusive, Netaji’s death unraveled.