Stede Broec

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lec'hiadur Stede Broec
Banniel Stede Broec
Ardamez Stede Broec
Krugell an oadoù (01/01/2008)

Stede Broec (distagañ :[1]) a zo ur gumun e proviñs Noord-Holland, e rannvro West-Friesland, en Izelvroioù. Dont a ra an anv Stede Broec eus "stede" (a dalvez kêr) ha "broec" (a dalvez gwern). 16,42 km² eo gorread Stede Broec ha d'an 31 a viz Mae 2009 e oa 21 313 annezad enni. Ar c'hêrioù, kêriadennoù ha distrigoù da-heul a ya d'ober Stede Broec : Bovenkarspel, Broekerhaven, Grootebroek, Horn, Lutjebroek.

Istor[kemmañ]

Grootebroek ha Bovenkarspel a voe lakaet da gêr e 1364, gant an anv Broek. Ouzhpennet e voe Lutjebroek e 1402, ha Hoogkarspel e 1403. Andijk a voe ar pempvet kêr a voe keundeuzet e 1786, a-raok bezañ dispartiet e 1825.

E rannvro West-Friesland emañ Stede Broec, da lavaret eo en takad gronnet gant Westfriese Omringdijk, ur fardell bet savet da wareziñ an dud diouzh lanv ar Zuiderzee.

Kuzul-kêr[kemmañ]

E kuzul-kêr Stede Broec ez eus 19 dileuriad (7 a viz Meurzh 2006):

  • CDA - 4 dileuriad
  • PvdA - 4 dileuriad
  • Open en Duidelijk Stede Broec - 4 dileuriad
  • Gemeentebelangen - 3 dileuriad
  • Onafhankelijke Partij - 2 zileuriad
  • GroenLinks - 1 dileuriad
  • VVD - 1 dileuriad

Liamm diavaez[kemmañ]

Flag of the Netherlands.svg Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.