Andijk

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Andijk
Banniel Andijk
Ardamez Andijk

Andijk (distagañ : [1]) a zo ur gumun e proviñs Noord-Holland, e rannvro West-Friesland en Izelvroioù. Stok ouzh an IJsselmeer eo. Diwar an nederlandeg e teu anv ar gêr : "aan de dijk", da lavaret eo war ar fardell. 47,69 km² eo gorread Andijk ha d'an 31 a viz Mae 2009 e oa 6 474 annezad enni.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un iliz vihan a voe savet eno e 1667. E-pad ma voe aloubet an Izelvroioù gant arme Napoleon e voe lakaet Andijk da gêr dizalc'h d'ar 1añ a viz Genver 1812, diwar un dekred gant an impalaer bet savet d'an 21 a viz Here 1811. Pinvidik eo an douaroù en Andijk, hag eno e vez gounezet legumaj. Eus Andijk ivez e vez kaset dour mat da evañ da beurrest ar rannvro. E 1926-27 e voe savet ur polder 40 ha gorread dezhañ er Zuiderzee, en Andijk.

Groene kerk (iliz wer) Andijk

Kuzul-kêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kuzul-kêr Andijk ez eus 13 dileuriad :

Keleier[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"De Andijker" a zo ur gazetenn lec'hel bet krouet e 1921, hag a c'haller lenn war internet ivez. Ouzhpenn keleier e kaver enni dielloù diwar-benn ar vuhez wechall en Andijk.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.