Uithoorn

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Uithoorn
Banniel Uithoorn
Ardamez Uithoorn
Krugell an oadoù (01/01/2008)

Uithoorn (distagañ :[1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 19,49 km² eo gorread Uithoorn (douar : 18,29 km², dour : 1,2 km²) ha d'an 31 a viz Mae 2009 e oa 27 933 annezad enni. Ar c'hêrioù, kêriadennoù ha distrigoù da-heul a ya d'ober kumun Uithoorn : De Kwakel hag Uithoorn.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er Grennamzer e veze implijet an anv De Uithoorn (pe De Uythoorn) da envel lec'hioù izelañ deandi Sant Yann. Savet e voe Uithoorn tro-dro d'al lez-varn. Bevañ a rae an dud diwar al labour-douar, met paour e oa an douar. E-tro 1600 e krogas an dud da doullañ an douar da gaout taouarc'h. Diwar se e teuas lennoù, lakaet da bolderioù diwezhatoc'h. E-pad ar brezel etre Frañs hag an Izelvroioù e voe kreñvaet Uithoorn e 1672 (nederlandeg : rampjaar, da lavaret eo bloavezh ar gwallreuz). Da vare ar Republik Batav e vo kendeuzet Thamen en Uithoorn. War wellaat ez eas armerzh Uithoorn en XIXvet kantved, ha meur a embregerezh a zeuas d'en em staliañ eno, re gimiezh en o zouez. E dibenn an XIXvet kantved e voe adtapet meur a lenn, da greskiñ gorread an douaroù ma c'halle an dud gounit.

Iliz Sint-Jan

E-tro 1885 e voe kreñvaet ar vro tro-dro da Uithoorn, ul lodenn eus Stelling van Amsterdam e oa al labourioù-se. An hent-houarn a dizhas Uithoorn e 1915.

Kreskiñ buan a reas Uithoorn goude an Eil Brezel-Bed : karter Thamerdal a voe savet e 1948, ha da-heul e voe savet Zijdelwaard (1960), Legmeer (1972), Meerwijk-West ha Meerwijk-Oost (1985). Ur greizenn-genwerzh a voe savet e kreiz-kêr e 1991.

Kuzul-kêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kuzul-kêr Uithoorn ez eus 21 dileuriad :

  • VVD - 6 dileuriad
  • CDA - 5 dileuriad
  • Gemeente Belangen - 5 dileuriad
  • PvdA - 3 dileuriad
  • D66 - 1 dileuriad
  • GroenLinks - 1 dileuriad
Kanol Amstel-Drecht (Amstel-Drechtkanaal)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.