Haarlemmermeer

Eus Wikipedia
Haarlemmermeer
Lec'hiadur Haarlemmermeer
Banniel Haarlemmermeer
Ardamez Haarlemmermeer
Krugell an oadoù (01/01/2008)

Haarlemmermeer (distagañ: [1]) a zo ur gumun e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 185,28km2 eo gorread Haarlemmermeer (douar : 179,77 km2, dour : 6,11 km2). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 142 445 annezad enni. Ur polder eo Haarlemmermeer hag an anv a dalvez lenn Haarlem, diwar anv al lenn a oa eno en XIXvet kantved. Hoofddorp eo ar gêr vrasañ (73 045 annezad) hag ul lodenn eus ar Randstad eo. Ar c'hêrioù, kêriadennoù ha distrigoù da-heul a ya d'ober kumun Haarlemmermeer : Aalsmeerderbrug, Abbenes, Badhoevedorp, Beinsdorp, Boesingheliede, Buitenkaag, Burgerveen, Cruquius, De Hoek, Hoofddorp, 't Kabel, Leimuiderbrug, Lijnden, Lisserbroek, Nieuwe Meer, Nieuwebrug, Nieuw-Vennep, Oude Meer, Rijsenhout, Rozenburg, Schiphol, Schiphol-Rijk, Vijfhuizen, Weteringbrug, Zwaanshoek, Zwanenburg. E Haarlemmermeer emañ aerborzh Schipol.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tachad Haarlemmermeer a oa ennañ peder lenn vras da vare ar Grennamzer. Fardelloù gwan a voe savet ha kalz taouarc'h a voe kemeret, neuze e teuas ar peder lenn da vezañ ul lenn vras e-tro 1500 : Haarlemmermeer (lenn Haarlem) hec'h anv. Er XVIIvet e kinnigas Jan Adriaanszoon Leeghwater ma vefe dizouret al lenn. Ne voe ket kaset ar raktres da benn evit meur a abeg : re ger e vefe bet, ha ret e oa derc'hel d'ar peskerezh a brofite d'an dud a oa er vro. Ar roue Willem Iañ a zivizas ma vefe dizouret al lenn goude ma vefe bet dour-beuze div wech e Leiden hag en Amsterdam e 1836 hag e 1839. Kregiñ a reas an dizourañ e 1840 hag e 1848 e voe echu chanter ar ganol (Ringvaart hec'h anv) a dremen tro-dro d'al lenn. Peurzizouret e voe al lenn etre 1849 ha 1852.

D'an 11 a viz Gouere 1855 e voe lakaet Haarlemmermeer da gumun eus Noord-Holland. Div gêriadenn, : Kruisdorp (deuet da vezañ Hoofddorp) ha Venneperdorp (deuet da vezañ Nieuw-Vennep) a voe savet e-kreiz ar polder.

E 1916 e voe krouet unh diazezlec'h kirri-nij arme. D'ar 17 a viz Mae 1920 e teuas da vezañ aerborzh Schipol. Pevare aerborzh Europa eo a-fet niver a dremenidi hag an trede hini a-fet fred.

Monumantoù ha parkoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Transportoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gourhentoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unan eus gourhentoù implijetañ an Izelvroioù (gourhent A4, Amsterdam - Den Haag) a dremen dre Haarlemmermeer. Hag ivez tri gourhent all : A5 (Hoofddorp - Badhoevedorp), A9 (Alkmaar - Diemen) hag A44 (Nieuw Vennep - Wassenaar).

Hent-houarn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri zi-gar a zo : Hoofddorp, Nieuw-Vennep ha Schiphol.

Kuzul-kêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kuzul-kêr Haarlemmermeer ez eus 39 dileuriad :

Gevellerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.