Zandvoort

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Zandvoort
Banniel Zandvoort
Ardamez Zandvoort
Krugell an oadoù (01/01/2008)

Zandvoort (distagañ : [1]) a zo ur gumun e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 44,34 km² eo gorread Zaandvvort (douar : 32,09 km², dour : 12,25 km²) ha d'an 31 a viz Mae 2009 e oa 16 616 annezad enni. Brudet eo ivez peogwir eo ur gêr gouronkañ ma kaver traezhennoù bras ha tevinier. E Zanvoort emañ ivez redva-kirri brasañ an Izelvroioù, anvet Circuit Park Zandvoort. 2gm war-du ar su ez eus ivez traezhennoù ma c'hall an dud mont da rouzañ en o noazh ha ma kaver 6 tavarn ha preti. Div gumun a ya d'ober Zandvoort : Bentveld ha Zandvoort. Un ti-gar, anvet Station Zaandvort a zo, ma c'haller tapout an tren (bep 30 munutenn) da vont da Haarlem ha da Amsterdam.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Raadhuis (ti-kêr) Zandvoort
An aod e Zandvoort
Zandvoort aan Zee

Anv a zo eus Zandvoort abaoe 1100, pa oa anvet Sandevoerde (diwar "sand" a dalvez traezh ha "voorde" a dalvez roudour). Betek 1722 e voe dindan dalc'h aotrouien Brederode. Stag e oa armerzh Zaandvoort ouzh ar pesketa betek an XIXvet kantved, pa voe diorroet an douristelezh. E 1828 e voe savet ar savadurioù kentañ da zegemer touristed, ha meur a zen brudet a zeuas da Zandvoort, evel Elisabeth Bavaria e 1884 hag e 1885. E-kreiz an XIXvet kantved e krogas ivez an dud da c'hounit avaloù-douar en tevinier.

Digoret e voe an ti-gar e 1881, hag ul linenn tramway da vont da Haarlem e 1899, neuze ez eas war grsk an niver a douristed. Unan eus ar filmoù kentañ aozet en Izelvroioù a voe filmet e Zaandvoort e 1905, De mésaventure van een Fransch heertje zonder pantalon aan het strand te Zandvoort e ditl.


Kalz distruj a voe e Zandvoort e-pad an Eil Brezel-Bed. D'an 23 a viz Mae 1942 e voe berzhet d'an dud mont war an traezhennoù, hag un nebeud mizioù goude e oa koulz lavarout didud kêr Zaandvoort. Kement tra aozet war an aod a voe distrujet da sevel Moger ar Meurvor Atlantel. Kreskiñ a reas Zaandvoort goude ar brezel a-drugarez d'an douristelezh ha Circuit Zandvoort a voe savet e 1948.

Kuzul-kêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kuzul-kêr Zandvoort ez eus 17 dileuriad :

Ul livour amerikan e Zaandvoort[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.