West-Friesland
West-Friesland (Friz ar C'hornôg) a zo ur rannvro e gwalarn an Izelvroioù, e proviñs Noord-Holland. 781,80 km² eo gorread ar rannvro (douar : 507,31 km², dour : 274,49 km²) ha bevennet eo gant Westfriese Omringdijk. 330 00 annezad a zo enni, ha Hoorn eo ar gêrbenn. En o zouez ez eus 30% a gatoliked ha 9,8% a brotestanted. E West-Friesland e vez komzet ur rannyezh nederlandek anvet frizeg ar c'hornôg. A-fet ment koulz hag a-fet lec'hiadur ez eo heñvel ouzh broig (gouw e nederlandeg) Westflinge hag a oa ul lodenn eus ar rannvro istorel anvet West-Friesland. E West-Friesland emañ ar c'humunioù-mañ :
- Alkmaar
- Andijk
- Drechterland
- Enkhuizen
- Harenkarspel
- Heerhugowaard
- Hoorn
- Koggenland
- Langedijk
- Medemblik
- Niedorp
- Opmeer
- Schagen
- Stede Broec
- Wervershoof
E-touez kêrioù brasañ ar rannvro emañ Hoorn hag Alkmaar.
Notenn a-bouez[kemmañ]
Ar rannyezh nederlandek komzet gant 7-9% eus poblañs West-Friesland (sifroù 2006) a zo disheñvel diouzh ar frizeg.
Liamm diavaez[kemmañ]
| Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |