Seizh Marzh an Henved

Eus Wikipedia
Seizh Marzh an Henved
Wonders of the World, seven wonders
SevenadurHenc'hres Kemmañ
StadHenegipt, Babilon Kemmañ
Seizh Marzh ar bed (a gleiz da zehou, diouzh ar c'hrec'h betek an traoñ): Piramidenn vras Gizah, Liorzhoù a-istribilh Babilon, Templ Artemis Efezos en Efezos, Delwenn Zeus Olimpia, Mozoleon Halikarnassos, Keurzelwenn Rodos ha Tour-tan Aleksandria evel ma oant bet treset er gant un arzour izelvroat eus ar XVIvet kantved, Marten Heemskerk

Seizh marzh ar bed e oa ar monumantoù heverkañ a veze gwelet en Henamzer. Abred-kenañ e oa savet rolloù eus ar marzhoù a veze implijet gant ar veajerien. Lakaet int bet war gont Herodotos, Diodoros Sikilia, Antipater Sidon, Strabon ha Filon Bizantion.

An istorour Herodotos (484 kent J.-K., 425), al lenneg Kallimakos Kirene (305 kent J.-K., 240) e mirdi Aleksandria, o dije savet rolloù eus ar "Seizh Marzh" abred-kenañ met kollet eo o skridoù ha ne chom ken menegoù anezhe.

Al levrig anvet War sujed Seizh Marzh ar Bed (Περὶ τῶν Ἑπτὰ Θεαμάτων) lakaet war gont Filon Bizantion, a veve e diwezh an IIIde kantved kent J.-K, a oa skrivet er Vvet pe er VIvet goude J.-K. kantved moarvat, daoust ma skriv an aozer evel ma vije Keurzelwenn Rodos en he sav c'hoazh. Adembannet eo bet en embannadur Aelian gant R. Hercher (Teubner, 1858).

Stumm koshañ ar roll zo en hon c'herz a oa kendastumet gant Antipater Sidon, a zeskrivas anezhe en ur varzhoneg war-dro 140 kent J.-K. :

Roll ar Seizh Marzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Piramidenn vras Gizah (Egipt) (ar « marzh » nemetañ zo chomet en e blom)
  2. Liorzhoù a-istribilh Babilon ;
  3. Delwenn aour-hag-olifant Zeus olympat en Olimpia ;
  4. Templ Artemis Efezos ;
  5. Mozoleon Halikarnassos ;
  6. Keurzelwenn Rodos, en Enez Rodos ;
  7. Tour-tan Aleksandria.
Savadur deiziad Lec'h Saver Deiziad distruj Abeg Pal ar savadur
Piramidenn C'houfou -2550 Gizah Egiptiz Ar marzh nemetañ zo chomet en e sav hiziv Savet e oa evit beziañ ar faraon C'houfou
Liorzhoù a-istribilh Babilon -600 Babilon Babiloniz Goude ar I kantved kent J.-K. Diasur Savet e oant evit mouez Nabukodonosor
Delwenn aour-hag-olifant Zeus olimpat -435 Olimpia Gresianed VIvet kantved Tangwall Savet e oa en enor da Zeus evel ar c'hoarioù olimpek
Templ Artemis -550 Efezos Lidiz, Gresianed, Persed -370 Tangwall Savet en enor d'an doueez Artemis
Mozoleon Halikarnassos -351 Halikarnassos Kariaiz, Persed, Gresianed 1494 Kren-douar Savet e oa da veziañ Satrap Caria, Mausolus
Keurzelwenn Rodos etre -292 ha -280 Rodos Gres hellenadek -224 Kren-douar Savet e oa e koun trec'h Rodosiz war Demetrios Iañ Poliorketes (-304).
Tour-tan Aleksandria IIIde kantved kent J.-K. Aleksandria Egipt hellenadek 1303-1480 Kren-douar Diskouez a rae hent porzh Aleksandria a-raok e zistruj en XIIvet kantved

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • D'Epiro, Peter, ha Mary Desmond Pinkowish, "What Are the Seven Wonders of the World? and 100 Other Great Cultural Lists". Anchor. 1998. ISBN 0-385-49062-3

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.