Mozoleon Halikarnassos
Eus Wikipedia
Mozoleon Halikarnassos a oa unan eus Seizh Marzh ar Bed. Savet e voe evit bezañ ti-kañv Mausolus, roue Caria, marvet e -353 e Halikarnassos (hiziv an deiz Bodrum e Turkia).
Chom a reas e stad vat betek an XIIvet kantved, kent kouezhañ en e boull. Er XVvet kantved e voe implijet e zismantroù gant an Hospitalidi evit sevel kastell sant-Pêr.
Diwar anv ar roue Mausolus e vez graet bremañ mozoleon eus tier-kañv meurdezus.