Liorzhoù a-istribilh Babilon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur skeudenn gozh eus Liozhoù a-istribilh Babilon
Liorzhoù Semiramis, adskeudenn eus an XXvet kantved

Liorzhoù a-istribilh Babilon (anvet ivez Liorzhoù a-istribilh Semiramis) (e-kichen kêr vodern Al Hillah en Irak) a oa unan eus Seizh Marzh ar Bed. savet e oant gant Nabukodonozor II war-dro 600 kent J.-K. A-hervez en dije savet al liorzhoù-se evit plijout d'e wreg, Amitis Media, he doa hiraezh d'ar plant frondus ha d'ar gwez a gaved en he bro.[1]. Distrujet e oa al liorzhoù a-istribilh gant ur c'hren-douar goude ar c'hentañ kantved kent J.-K..

Anavet eo al liorzhoù a-istribilh a-drugarez dan istorourien gresian evel Strabo ha Diodoros Sikilia. Gant an amzer e c'halljent bezañ bet mesket gant liorzhoù all a oa bet savet en Niniv, rak tablezennoù eus al lec'h-se a ziskouezh liorzhoù en un doare fraezh. Skridoù an tablezennoù-se a zeskriv ar pezh a c'hallfe bezañ bet un dra bennak heÆvel ouzh Biñs Arkimedes a-benn sevel an dour d'an uhelder rekiz.


References[kemmañ]

  1. Karen Polinger Foster, "Gardens of Eden: Flora and Fauna in the Ancient Near East", Transformations of Middle Eastern Natural Environments: Legacies and Lessons, pp 320-329, 1998, Yale University, New Haven

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.