Piramidenn vras Gizah

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Piramidenn C'houfou.

Piramidenn vras Gizah eo an hini goshañ ha brasañ eus teir firamidenn bered-veur Gizah e-kichen Kaero hiziv, en Egipt. A-douez Seizh Marzh ar Bed eo an hini nemetañ hag a zo chomet en e sav. Soñjal a reer e oa savet da veziañ C'houfou, ur faraon eus ar VI tierniezh (hellenekaet e Χεωψ, C'heops). Savet e oa e-korf 20 vloaz hag echuet e-tro 2560 kent J.-K.[1]. Bet eo bet ar savadur brasañ savet gant mab-den e-pad 3 800 vloaz. A-wezhioù e vez anvet Piramidenn C'houfou[2]

Kenarroud[kemmañ]

Piramidenn C'houfou evel ma oa ijinet gant gant un arzour izelvroat eus ar XVIvet kantved, Maarten van Heemskerck.

Piramidenn vras Gizah zo ul lodenn eus ur strollad savadurioù, en o zouez daou dempl kañv savet en enor da C'houfou (Unan tost d'ar biramidenn hag unan all e-tal an Nil), teir firamidenn bihanoc'h savet evit gwragez C'houfou, ha piramidennoù bihanoc'h memes , ur chaoser evit mont eus an eil templ d'egile, ha mastabaoù bihan evit an noblañs. En unan eus ar piramidennoù bihan emañ bez ar rouanez Heteferes (dizoloet e 1925), c'hoar ha gwreg Sneferou ha mamm C'houfou. Ur gêr a oa bet savet evit al labourerien e Gizah, enni ur vered, bouloñjerezhioù, ur vreserezh hag un deuzerezh kouevr. Muioc'h a savadurioù zo bet dizoloet gant ar raktres kartennaouiñ eus Gizah.

Un nebeud kantadoù a vetradoù er gevred d'ar biramidenn vras emañ Piramidenn C'hafra, un tammm bihanoc'h, Unan eus warlerc'hidi C'houfou a vez sellet outañ evel saver ar Sfiñs bras, hag un tamm pelloc'h er mervent emañ Piramidenn Menkaoura, warlec'hiad C'hafra, zo un hanter gwezh bihanoc'h war vete nebeut.

Soñjal a ra ar pep brasañ eus ar skiantourien e oa echuet e 2560 kent J.-K..[3]. Daoust ma'z a an deiziad-se a-enep ar bloaziadur dre radiokarbon, ez eo harpet gant ar fed ma ne gaver ket roudoù arkeologel eus bezañs ur sevenadurezh hag ur boblañs bras a-walc'h pe eus barregezhioù tekenek en tolead-se kent ar pevare tierniezh.

Krediñ a ra lod e vije bet vizir C'houfou, Hemiounou, a vije bet tisavour ar biramidenn[4]

Notennoù[kemmañ]

  1. Ashmawy, Alaa, "The Great Pyramid of Giza", The Seven Wonders, 2004, lennet d'ar 4 a viz Here 2007
  2. The Oxford Encyclopedia of Ancient Egypt. Oxford University Press, New York, 2001. embannet gant Dana M Collins. levrenn II, Pajenn 234.
  3. [1]
  4. Kimmelman, Michael, "Egyptian Art: The Mysterious Lure of an Old Friend", The New York Times, 17 a viz Gwengolo 1999

Skeudennoù[kemmañ]