Piramidenn (Egipt)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur gwel eus piramidennoù Gizeh diouzh ar bladenn er su d'ar savadurioù. A gleiz da zehou emañ Piramidenn vras C'houfou, Piramidenn Kafre ha Piramidenn Menkaoura. Liammet e oa an teir firamidenn vihan en diaraog ouzh Piramidenn Menkaoura.
Piramidenn
e hieroglifoù
U23 G17
r
O24

Emañ piramidennoù Henegipt e-mesk ar brasañ savadurioù a voe savet biskoazh gant an dud[1] hag ez eont d'ober unan eus an arouezioù kreñvañ ha padusañ eus sevenadurezh Henegipt. Savet e oa ar pep brasañ anezhe e-doug an Henimpalaeriezh hag ar grennimpalaeriezh.[2]

Ijinadenn hag emdroadur ar piramidennoù[kemmañ]

Da vare an tierniezhoù kentañ eus istor Henegipt e veze beziet ar pennoù bras e frammoù heñvel ouzh un hirgarrezenn anvet mastabaoù.[3][4]

Ar c'hentañ piramidenn egiptat anavezet zo lakaet war gont ar savour Imhotep, a lakaas sevel ar pezh a zlee bezañ ur bez evit ar faraon Djoser, diouzh a soñj an arkeologourien. Imhotep a c'hallfe bezañ bet an hini kentañ a empentas mennozh ar mastabaoù berniet an eil re war ar re all. Ar savadur krouet e-giz-se en doa ur serten niver a "zerezioù" a zigreske o ment seul ma saved etrezek an nec'h anezhañ. An disoc'h eus e labour e oa Piramidenn dereziek Djoser — a oa savet evit talvezout e-giz ur viñs ramzel ma c'hallfe ene ar faraon marv pignat betek an neñv. Ken pouezus e oa e oberenn ma oa lakaet Imhotep da zoue gant Egiptiz diwezhatoc'h.[5]

Klotañ a ra ar prantad ma oa savet ar muiañ a biramidennoù gant an hini ma oa hollveliegezh ar faraoned en he c'hreñvañ. E-pad ar mare-se eo e oa savet ar piramidennoù brudetañ, ar re e-kichen Gizah. Diwezhatoc'h, abalamour ma oa digresket kreizennadur ar galloud, e tigreskas ivez ar c'halloudez hag ar youl da ouestlañ ar pinvidigezhioù ret evit sevel hevelep savadurioù divent. Dont a reas ar piramidennoù da vezañ bihanoc'h, savet en un doare disteroc'h, hag alies diwar vall.

Piramidennoù Meroe

Pell goude diwezh ar prantad ma veze savet piramidennoù en Henegipt, ez eus bet savet ur bern piramidennoù e Nubia, e norzh ar Soudan hiziv, goude aloubadenn ar pep brasañ eus Henegipt gant rouanez Napata. Daoust ma oa bet berr ren Napataiz e traoñienn an Nil ha ma paouezas e 661 kent J.-K., e voe bras levezon ar sevenadur egiptat warne, ha da vare rouantelezh nubiaat Meroe (er prantad etre 300 kent J.-K.– 300 eus hon oadvezh) e vleuñvas ur prantad ma oa savet ur bern piramidennoù eno. En tu all da zaou c'hant piramidenn nubiat, awenet gant bezioù faraoned Henegipt, a oa savet e-kichen kêr-benn ar rouantelezh.

Diskouez a ra an daolenn da-heul kronologiezh savadur ar pep brasañ eus ar piramidennoù pennañ meneget amañ da-heul. Evit pep piramidenn ez eo merket anv ar faraon en deus lakaet he sevel, e ren ha lec'h ar biramidenn.

Piramidenn / Faraon Ren Lec'h
Djoser 2630 - 2612 kent J.-K. Saqqara
Sneferou 2612 - 2589 kent J.-K. Dashur
Sneferou 2612 - 2589 kent J.-K. Dashur
Sneferou 2612 - 2589 kent J.-K. Meidum
C'houfou 2589 - 2566 kent J.-K. Gizah
Djedefre 2566 - 2558 kent J.-K. Abou Rawash
C'hafra 2558 - 2532 kent J.-K. Gizah
Menkaoura 2532 - 2504 kent J.-K. Gizah
Sahoure 2487 - 2477 kent J.-K. Abousir
Neferirkare Kakai 24 77 - 2467 kent J.-K. Abousir
Niouserre Ini 24 16 - 2392 kent J.-K. Abousir
Amenemhet Iañ 1991 - 1962 kent J.-K. Lisht
Senousret Iañ 1971 - 1926 kent J.-K. Lisht
Senusret II 1897 - 1878 kent J.-K. el-Lahoun
Amenemhat III 1860 - 1814 kent J.-K. Hawara

Arouezelezh ar piramidennoù[kemmañ]

Daoust ma'z eo ali an holl e oant savadurioù da veziañ ar Faraoned, e sav dizemglev etre ar skiantourien diwar ar pennaennoù teologel o defe broudet Henegiptiz da sevel anezhe. Hervez un damkan e vezent aozet evel un doare "ardivink da zasorc'hiñ"[6].

Krediñ a rae da Egiptiz e oa al lodenn deñfal eus an oabl, a seblante ar stered treiñ en-dro dezhi diouzh an noz, an nor fetis etrezek ar baradoz. Unan eus ar ribouloù strizh a ya eus ar gambr-bez pennañ a-dreuz holl gorf ar Biramidenn Vras zo buket war-eeun trema kreiz al lodenn-se eus an oabl. Lakaat a ra kement-se da soñjal e oa bet aozet evit bezañ imlijet evel un doare da gas ene ar faraon marv dre hud war-eeun e bed an doueed.

Savet e oa holl biramidennoù Henegipt war c'hlann gornôg an Nil, e tu ar c'huzh-heol, hag a oa liammet ouzh rouantelezh ar marv e mitologiezh Henegipt[7]

Soñjal a reer e taolenne framm ar piramidennoù ar bern douar kentañ a oa bet krouet ar bed diwarnañ hervez kredennoù Henegiptiz. Soñjal a reer ivez ez eo heñvel framm ar piramidennoù ouzh ar bannoù heol o tiskenn, hag ar pep brasañ anezhe a veze goloet gant ur gwiskad maen-raz gwenn levnet, a zistaol mat bannoù an heol, abalamour da reiñ dezhe un neuz skedus pa vezent gwelet a-bell. Badezet e veze alies ar Piramidennoù en un doare a ra anv eus sked an heol. Da skouer, anv gwirion ar Biramidenn gamm e Dahshour a oa Ar biramidenn skedus er su, hag hini piramidenn Senwosret, en el-Lahoun, a oa Senwosret a sked.

Niver ha lec'h ar piramidennoù[kemmañ]

An niver a biramidennoù en Egipt hiziv an deiz a vefe, hervez ar mammennoù, etre 81 ha 112[8], met ar muiañ niver a soñj ez eus muioc'h. E 1842 e savas Lepsius ur roll piramidennoù, ma kontas 67 savadur, met kalz re all zo bet dizoloet hag anavezet abaoe an amzer-se. Diresis eo ar gont rak kalz piramidennoù bihan zo en ur stad fall-kenañ hag a denn da bernioù atredoù. Bremañ hepken e vezont dizoloet ha renablet gant an arkeologourien. Emañ bodet ar pep brasañ anezhe en un niver a dachennoù piramidennoù. Emañ renablet ar re vrasañ, eus an norzh d'ar su, amañ da-heul.

Abou Rawash[kemmañ]

Abou Rawash eo lec'h ar biramidenn norshañ en Egipt (estroc'h evit dismantroù piramidenn niverenn unan Lepsius)[9], Piramidenn Djedefre, mab hag hêr ar faraon C'houfou, kouezhet en he foull evit an darn vrasañ. En deroù e soñjed ne oa ket bet peurechuet ar biramidenn-se biskoazh. Bremañ, avat, e kred d'an arkeologourien e oa bet echuet, hag ouzhpenn-se e oa tamm-pe-damm a vent gant piramidenn Menkaoura, ar pezh a rafe anezhi unan eus an hanter zousennad piramidennoù brasañ en Egipt.

Evel ma oa e-kichen ur c'hroashent a-bouez e oa deuet da vezañ ul lec'h aes evit kemer mein. Kregiñ a reas ar preizerezh-se en amzer ar Romaned ha lezel a reas nebeut a dra estreget un nebeud tammoù maen war an duchenn naturel a yae d'ober sichenn ar biramidenn. Ur biramidenn vihan a oa e-kichen zo bet miret en ur stad welloc'h.

Gizah[kemmañ]

Taolenn eus strollad piramidennoù Gizeh.
Sellet ouzh ar pennad Gizah

E Gizah emañ Piramidenn C'houfou (Anavezet ivez evel ar "Biramidenn vras" ha "Piramidenn C'houfou"); Piramidenn C'hefren, un tamm bihanoc'h ; Piramidenn Menkaoura (pe Mykerinos), krenn a-walc'h he ment, asambles gant un niver a savadurioù bihanoc'h anvet "piramidennoù rouanez"; ha Sfiñs Gizah.

Diwar an deir vrasañ, hini C'hefren hepken he deus miret ul lodenn eus he gwiskad orin e maen-raz levnet, tost d'hec'h apex. Seblantout a ra brasoc'h ar biramidenn-se evit hini C'houfou zo en he c'hichen abalamour ma oa bet savet en ul lec'h uheloc'h, ha dre ma'z eo sershoc'h speurennoù ar savadur. E gwirionez ez eo bihanoc'h koulz e-keñver he ment hag he zolzennad.

Bered-Veur Gizah zo bet darempredet abaoe an Henamzer gant beajerien ha touristed, ha brudet e oa er marevezh hellenadek pa oa lakaet ar Biramidenn vras war roll seizh marzh ar bed gant Antipater Sidon. Hiziv an deiz ez eo an hini nemetañ eus holl ar marzhoù-se a chom.

Zawyet el-Aryan[kemmañ]

El lec'h-se, e-kreiz etre Gizeh hag Abousir, e kaver div biramidenn diechu eus an Henimpalaeriezh. Perc'henn ar biramidenn zo en norzh a oa ar faraon Nebka moarvat, hag ar framm er su zo lakaet war gont ur faraon eus an trede tierniezh anvet C'haba, anavezet ivez evel Houdjefa, warlerc'hiad Sec'hemc'het. Ren pevar bloavezh C'haba a zispleg moarvat e oa chomet diechu e biramidenn dereziek. Hiziv ez eo ugent metrad uhelder ; ma vije bet peurechuet e vije savet betek 40 metrad uhelder.

Abousir[kemmañ]

Sellet ouzh ar pennad Abousir Kavout a reer seizh piramidenn en dachenn-se, a dalvezas da vered-veur bennañ ar faraoned e-pad ar pempvet tierniezh. Disteroc'h eo perzh mat piramidennoù Abousir evit hini piramidennoù ar pevare tierniezh. Diskouez a ra marteze un digresk e galloud ar faraoned pe un ekonomiezh gwanoc'h. Bihanoc'h int evit ar re a oa bet savet diagent, ha savet int bet gant maen-raz lec'hel, izel o c'halite.

An teir firamidenn vrasañ eo re Niouserre (zo ivez an hini zo er stad wellañ), Neferirkare Kakai ha Sahoure. Kavout a reer ivez eno Piramidenn ziglok Neferefre. Holl ar piramidennoù brasañ en Abousir a oa savet e stumm piramidenoù dereziek. Soñjal a reer e oa savet an hini vrasañ anezhe, Piramidenn Neferirkare Kakai, e stumm ur biramidenn dereziek, dezhi 70 metrad uhelder, hag a oa kempennet diwezhatoc'h e piramidenn "wirion" o leuniañ ar pazennoù gant pezhioù mañsonerezh.

Sakkara[kemmañ]

Piramidenn derezek Djoser

E-mesk ar piramidennoù bras zo eno emañ Piramidenn dereziek Djoser, a seller outi peurliesañ evel ar framm savadur koshañ er bed da vezañ bet savet gant mein aozet, Piramidenn Merikare, Piramidenn Ouserkaf ha Piramidenn Teti. E Sakkara emañ ivez Piramidenn Ounas, gant unan eus ar chaoserioù piramidennoù zo bet dalc'het er stad wellañ en Egipt. Houmañ zo bet renet enni unan eus an esaeoù koshañ da adaozañ ur savadur, renet gant unan eus mibien Ramses II. Gallout a reer gwelet ivez ar biramidenn dereziek diglok savet evit warlerc'hiad Djoser, Sec'hemc'het, anvet ar "biramidenn douaret". Soñjal a ra an arkeologourien e vije bet brasoc'h evit hini Djoser, ma vije bet echuet.

Er su d'ar strollad piramidennoù pennañ ez eus ur strollad all, savet diwezhatoc'h, ennañ piramidennoù bihanoc'h, en o mesk re Isesi, Pepi I, Merenre, Ibi, Pepi II ha Chepseskaf. Emañ ar pep brasañ en ur stad fall.

Dahshour[kemmañ]

Piramidenn ruz Sneferou

An hini bouezusañ eus tachennoù piramidennoù Egipt a-bezh eo houmañ estroc'h evit Gizah ha Sakkara. Betek 1996 ne c'halled ket mont da welet an dachenn-se abalamour ma oa war un dachenn eus an arme ha dre-se ne oa ket anavet e diavaez metoù an arkeologourien.

Piramidenn Sneferou, er su, anvet peurliesañ ar biramidenn gamm a oa bet, war a greder, ar c'hentañ esae (pe an eil, hervez lod) evit sevel ur biramidenn gant kostezioù levn. Er c'heñver-se o doa graet berzh en un doare diglok. Chom a ra ar biramidenn nemeti en Egipt he deus dalc'het ul lodenn vras eus he gwiskad mein-raz, hag ez eo ar skouer wellañ eus doare skedus a oa hini an holl biramidennoù en o stad orin. Ar biramidenn ruz savet er memes lec'h gant Sneferou a oa peurechuet diwezhatoc'h gant berzh hag ez eo ar c'hentañ piramidenn gant kostezioù levnet gwirion. Daoust ma n'eo ket gwall anavet ez eo an trede piramidenn vrasañ en Egipt, goude piramidennoù C'houfou ja C'hafre e Gizah. E Dahshour emañ ivez piramidenn zu Amenemhet III.

Mazghouna[kemmañ]

Er su da Zahshour e oa implijet an dachenn-se e-doug ar "C'hentañ marevezh etre" gant meur a faraon a savas o firamidennoù e brikennoù fank. Hiziv, ar savadurioù-se zo dianav eus ar pep brasañ ha dister-kenañ da welet.

Lisht[kemmañ]

Dismantroù Piramidenn Amenemhet I e Lisht

Anavout a reer div biramidenn vras zo bet savet e Lisht, hini Amenemhet I hag hini e vab, Senousret I. Gronnet eo an hini diwezhañ gant dismantroù dek piramidenn bihanoc'h. Unan anezhe zo anavezet evel hini kenderv Amenemhet, C'haba II[10].

Emañ an dachenn-se e trowardroioù oaziz Fayyoum, e-kreiz etre Dahshour ha Meidoum, ha war-dro 100 kilometrad e su Kaero. Soñjal a reer emañ tost eus kêr gozh Itjtawy (ne anavezer ket al lec'h resis ma oa), a dalvezas da gêrbenn da Henegipt e-pad an XIIvet tierniezh .

Meidoum[kemmañ]

Emañ piramidenn Sneferou e Meidoum. Chom a ra kreiz ar framm, gronnet gant un duchennad atredoù a ya dielrc'hioù ar gwiskad maen-raz d'he ober.

Piramidenn Meidoum zo unan eus an teir a oa savet e-pad ren Snefrou, ha krediñ a ra lod e oa bet loc'het gant tad ha diagentad ar faraon, Houni. Koulskoude n'eo ket gwall wirheñvel, rak ne gaver ket en anv en dismantroù. Arkeologourien zo a laka ivez e vije bet piramidenn Meidoum ar c'hentañ esae difrouezh da sevel ur biramidenn "wirion" he c'hostezioù levn.

Kouezhañ a reas ar biramidenn en he foull en henamzer, hag hiziv ne chom ket en he sav ken lodennoù kreiz he diabarzh dereziek, ar pezh a ro dezhi neuz iskis un tour ez eo an hini nemeti da gaout e-mesk piramidennoù Egipt. An duchenn a oa savet ar biramidenn warni n'eo ket naturel. Savet eo bet diwar an dilerc'hioù eus gwiskad ar biramidenn pa gouezhjont d'an traoñ.

Hawara[kemmañ]

Piramidenn Amenemhet III e Hawarra

Amenemhet III a oa an diwezhañ rener galloudus eus an XIIvet tierniezh, hag ar biramidenn a savas e Hawarra, e-tal Faiyoum, a vije bet savet, war a greder, goude an hini a anver ar "biramidenn zu" savet gant ar memes rener e Dahshour. Soñjal a reer ez eo piramidenn Hawarra a vije bet bez Amenemhet a-benn ar fin.

el-Lahoun[kemmañ]

Piramidenn Senousret II. Gallout a reer gwelet fraezh diazez naturel ar biramidenn dindan stumm ar gwiskad melen en traoñ.

Piramidenn Senousret II en el-Lahoun eo ar bez roueel e stumm ur biramidenn a oa savet ar pellañ e su en Egipt. Bihanaat a reas e saverien ar c'hementad labour ret d'he sevel gant finesa oc'h implij ur grugell maen-raz 12 metrad da ziazez d'ar savadur.

Notennoù[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

  1. The Great Pyramid of Khufu. dastumet e miz Ebrel, 2005. "The Great Pyramid of Khufu is the largest pyramid in Egypt and was the tallest man-made structure in the world until 1888."
  2. Michael Ritter (2003) "Dating the Pyramids". dastumet e miz Ebrel 2005
  3. "Burial customs: mastabas". University College London (2001) Dastumet e miz Ebrel 2005
  4. [1] Burial customs in Early Dynastic Egypt. University College London (2001). Dastumet e miz Ebrel 2005
  5. Jimmy Dunn, "Imhotep, Doctor, Architect, High Priest, Scribe and Vizier to King Djoser". Retrieved April 24, 2005
  6. The Pyramids: "Resurrection Machines". (Houghton Mifflin College), 2005
  7. Hidden History of Egypt (The Discovery Channel (2002-2004)) dastumet d'an 13 a viz ebrel 2005
  8. miz Here 2007
  9. Ritter, 2003
  10. James P. Allen ha Peter Der Manuelian, The Ancient Egyptian Pyramid Texts (Writings from the Ancient World, Nnn 23), Brill Academic, 2005, ISBN 978-90-04-13777-6

Liammoù diavaez[kemmañ]

A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg