Nekropol Gizah

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartouchenn lec'hioù.jpg
Pennad lodek eus an heuliad
Lec'hioù Henegipt
Lec'hioù
Nomoù / Kêrioù
Monumantoù / Temploù
Takadoù bro
Goueled Egipt / Kreiz Egipt
Gorre Egipt / Nubia
Lec'hiadur
Egypt Karnak test.png
Gizah
Coordonnées géographiques : 29°59'N, 31°08'E
Meurastumm.pngEvit kêr Gizah, gwelet amañ

Nekropol Gizah pe bered-veur Gizah (en arabeg: جيزة يسروبوليس), a reer eus ul lec'hienn arkeologel en Egipt lec'hiet war glann gleiz an Nil e bannlev Kaero. Brudet eo al lec'hienn-se er bed a-bezh abalamour da biramidennoù bras, C'houfou[1], C'hefren ha Mikerinos, hag eus Sfiñs, testenioù eus sevenadurezh Henegipt, war ur bladenn, un nebeud kilometradoù diouzh kêr.

Bered-veur Gizah[kemmañ]

Taolenn eus strollad piramidennoù Gizah.

Emañ Bered-veur Gizah war ur bladenn, er gouelec'h, 8 km diouzh kreiz-kêr Gizah ha 25 km diouzh Kaero. Eno emañ Piramidenn C'houfou (Anavezet ivez evel ar "Biramidenn vras" ha "Piramidenn C'houfou"); Piramidenn C'hefren, un tamm bihanoc'h ; Piramidenn Menkaoura (pe Mikerinos), krenn a-walc'h he ment, asambles gant un niver a savadurioù bihanoc'h anvet "piramidennoù rouanez"; ha Sfiñs Gizah.

Diwar an deir vrasañ, hini C'hefren hepken he deus miret ul lodenn eus he gwiskad orin e maen-raz levnet, tost d'hec'h apex. Seblantout a ra brasoc'h ar biramidenn-se evit hini C'houfou zo en he c'hichen abalamour ma oa bet savet en ul lec'h uheloc'h, ha dre ma'z eo sershoc'h speurennoù ar savadur. E gwirionez ez eo bihanoc'h koulz e-keñver he ment hag he zolzennad.

Bered-Veur Gizah zo bet darempredet abaoe an Henamzer gant beajerien ha touristed, ha brudet e oa er Marevezh hellenadek pa oa lakaet ar Biramidenn vras war roll seizh marzh ar bed gant Antipater Sidon. Hiziv an deiz ez eo an hini nemetañ eus holl ar marzhoù-se a chom.

Notennoù[kemmañ]

  1. Khéops e galleg

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg