Sandwich

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Club Sandwich a reer e saozneg eus kement-mañ: kig yar, kig moc'h, tomatez , glazur...
Netra gwelloc'h eget fritez gant ur sandwich
Daoust ha penaos e vez graet ur sandwich? Gant keuz ha kokombrez e Bro-Saoz.
Ur sandwich italian, anvet panino terracina e Toronto
An Döner kebab, ur sandwich turk a gaver bremañ en holl gêrioù bras Europa.
Butifarra Perou, ur sandwich ha ne gaver ket e broioù all

Sandwich zo ur seurt meuz a deu e anv eus hini John Montagu, 4vet kont Sandwich.

Istor[kemmañ]

Da gentañ e oa bara gant kig bevin sall, a blije kenañ d'an aotrou kont. Met dizemglev zo diwar-benn an doare ma voe ijinet.

Hervez a gontas Pierre Jean Grosley, en ul levr anvet Tour to London (http://www.faktoider.nu/sandwich_eng.html), e oa ur c'hoarier touet eus John Montagu. Un deiz, e 1765, p'edo o c'hoari ar c'hartoù, e teuas ur servijer da ginnig daou damm bara gant kig yen ha keuz. Kavout a reas dezhañ e oa daou berzh mat d'ar boued: da gentañ n'en doa ket ezhomm da sevel diouzh taol da vont d'e bred, ha da eil ne oa ket lous e zaouarn ha n'en doa ket ezhomm da sevel d'o gwalc'hiñ evit derc'hel da c'hoari.

Disfiz a vag lod avat ouzh ar vojenn-se. Krediñ a reont e oa ur marc'h-labour eus an aotrou kont, a oa amiral, hag a voe er gouarnamant e 1765, ha n'en devoa ket kalz amzer da c'hoari. Gallout a raje, hervezo, bezañ kavet an tu-se da labourat en ur zebriñ. Ur vojenn enorusoc'h bepred.

Boued[kemmañ]

N'eo ket sur e kavje John Montagu, kont Sandwich, e gont gant sandwichoù hiriv, rak n'int ket graet evit kaout daouarn naet ken.

Keit ha ma ne vez lakaet nemet un tamm kig, pe pastez e Breizh alies, en un tamm bara digoret gant ar gontell, mat. Pa zalc'her mat ar bara ha ma ne lezer ket anezhañ da zigeriñ, e chomo naet an daouarn hag an dilhad. Met adalek ma lakaer vi ha tomatez e-barzh, pe lipig, ez a an traoù da fall evit ar bizied, ha ne vez ket tra-walc'h gant ur serviedenn baper ken. Arabat soñjal c'hoari ar c'hartoù evel ma rae an amiral saoz.

E kêrioù bras e vez gwelet tud o vale gant sac'hadoù paper moan, hag o krignat penn o sandwich: un dra ordinal eo bremañ debriñ er straedoù.

Sandwichoù zo a vez graet gant daou pe dri gwiskad bara ha kig ha legumaj ha servijet e tavarnioù zo war un asied, gant kontell ha fourchetez: daoust ha sandwichoù int c'hoazh, sed aze danvez da brederiañ.


Implij[kemmañ]

Tud zo a aoz un tamm sandwich da gas gante d'ar skol pe d'o labour, da zebriñ war ur bank pe war al leton pa vez brav. Tud all a bren : sandwichoù a vez graet en ostalerioù abaoe pell zo. Stalioù-sandwichoù a vez kavet e pevar c'horn ar bed bremañ, digor betek diwezhat en noz er c'hêrioù bras. Kavet e vez da brenañ zoken er stalioù-brasañ, paket brav e-barzh plastik kalet ha ne vez lakaet er sailhoù-lastez war-lerc'h alies. Pa weler ar plastik war lez an hentoù e ouzer e vez taolet gant debrerien eus lein o c'hrirri-tan. Ur meuz bedel eo hiriv, met disheñvel eo eus an eil bro d'egile, eus an eil lec'h d'egile alies zoken.

Debret e vez en yen peurvuiañ, met lod a vez debret en tomm, ha neuze e vez roet anvioù all dezho. N'eus ket bet ijinet mekanik ebet d'ober sandwichoù c'hoazh, evel evit an hot dog pe ar c'h-croque-monsieur.

Breizh[kemmañ]

E Breizh-Uhel, e Bro-Roazhon dreist-holl, eo kaletez gant silzig sandwich orin ar vro. Ur ganaouenn zo bet savet d'ar meuz, hag ur gevredigezh a zo d'e zifenn.

Broioù all[kemmañ]

Yezh[kemmañ]

Klasket ez eus bet treiñ ar ger e brezhoneg.

  • Kinniget eo bet bara pok-ha-pok, a vez implijet e meteier zo.
  • Diwar ar ger luc'haj gallek casse-dalle e oa bet ijinet kazh-dall ivez, a seblant ken diamzeriet hag ar ger gallek bremañ, daoust da berzhioù fentus ar ger (petra zo da goan? kazh-dall pe ki-tomm?).

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.