Samieg an Norzh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Samieg an norzh
(Davvisámegiella)
An tolead 5 eo hini samieg an Norzh
An tolead 5 eo hini samieg an Norzh
Perzhioù
Komzet e : Norvegia, Sveden, Finland
Rannved : Norzh Europa
Komzet gant : ~25 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù ouralek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Enontekiö, Inari, Sodankylä hag Utsjoki e Finland
Akademiezh : Ruovttueatnan gielaid dutkanguovddáš
Urzh ar gerioù : SVO
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 se
ISO 639-2 sme
ISO 639-3 sme
Kod SIL LPR
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh samiek eo samieg an norzh pe sámi an Norzh (sámegiella, davvisámegiella) eus familh ar yezhoù finnek-ougrek komzet gant 15 000-25 000 den e hanternoz Norvegia, Sveden ha Finland.

Ar yezh samiek muiañ komzet an hini eo.

Isrannet e vez e teir rannyezh pennañ:

* Rannyezh Torne
* Rannyezh Finnmark
* Rannyezh an arvor

Skrivet e vez en un doare unvan gant al lizherenneg latin gant un nebeud lizherennoù ispisial ouzhpenn :

A/a, Á/á, B/b, C/c, Č/č, D/d, Ð/đ, E/e, F/f, G/g, H/h, I/i, J/j, K/k, L/l, M/m, N/n, Ŋ/ŋ, O/o, P/p, R/r, S/s, Š/š, T/t, Ŧ/ŧ, U/u, V/v, Z/z, Ž/ž.

Yezhadur[kemmañ]

Ur yezh daspegel gant kalz a zispegadurioù eo samieg an Norzh, ur yezh hag he deus meur a fed yezhadur boutin gant ar yezhoù ouralek all. Emdroet-kenañ eo ivez war-zu morfologiezh ar c'hendeuziñ hag an displegañ, evel an estoneg a zo kar a-bell dezhañ. Dre se, n'eo ket gant lostgerioù hepken eo merket ar morfemennoù, met ivez gant kemmoù morfofonologel ar wrizienn. E-touez ar c'hemmoù morfofonologel ez eo reizhiad an derez kensonenn an hini pouezusañ hag an hini kempleshañ.

Troadoù[kemmañ]

7 troad a zo e samieg an Norzh en unander, daoust m'eo heñvel furmoù ar genitiv hag an akuzativ, ha dre se e vez lavaret gant lod n'eus ket 'met 6 troad :

Heñvel eo furm an esiv (merker: -n) en unander hag el liester, da skouer : mánnán (evel bugel/evel bugale).

Raganvioù[kemmañ]

Tri niver a zo d'ar raganvioù-gour : unander ; daouder ha liester. En daolenn amañ-dindan emañ ar raganvioù-gour en nominativ hag er genitiv/akuzativ.

  brezhoneg nominativ brezhoneg genitiv
Kentañ gour (unander) me mun ma mu
Eil gour (unander) te don da du
Trede gour (unander) eñ, hi son e, he su
Kentañ gour (daouder) ni (hon-daou) moai hol, hon, hor munno
Eil gour (daouder) c'hwi (ho-taou) doai ho dudno
Trede gour (daouder) int (o-daou) soai o sudno
Kentañ gour (liester) ni mii hol, hon, hor min
Eil gour (liester) c'hwi dii ho din
Trede gour (liester) int sii o sin

En daolenn da-heul e tispleger ar raganv-gour eñ/hi (ne vez ket lakaet kemm etre ar reizhoù) en holl droadoù :

  Unander Daouder Liester
Nominativ son soai sii
Genitiv-Akuzativ su sudno sin
Lokativ sus sudnos sis
Illativ sutnje sudnuide sidjiide
Komitativ suinna sudnuin singuin
Esiv sunin sudnon sinin

Verboù[kemmañ]

Gour[kemmañ]

Displeget e vez ar verboù samiek evit tri gour :

  • kentañ gour
  • eil gour
  • trede gour

Doare[kemmañ]

Pevar doare a zo e samieg an Norzh :

Niver[kemmañ]

Displeget e vez ar verboù samiek evit tri niver :

Amzer[kemmañ]

Daou amzer eeun a vez implijet e samieg an Norzh :

ha daou amzer kevrennek :

Verb nac'h[kemmañ]

Evel ar yezhoù samieg all, ar finneg hag an estoneg en deus samieg an Norzh ur verb nac'h a vez displeget hervez an doare (doare-disklêriañ, doare-gourc'hemenn, doare-divizout ha doare-gallout), ar gour (1añ, 2l ha 3e) hag an niver (unander, daouder ha liester).

   Doare-disklêriañ         Doare-gourc'hemenn      Doare-divizout               Doare-gallout
   u .  d.      l.          u.     d.     l.        u.     d.       l.           u.     d.      l.                        
1  in   ean     eat      1  -      -       -     1  allon  allu     allot     1  aman   amame   amamet
2  it   eahppi  ehpet    2  ale    alli   allet  2  ale    alli     allet     2  amat   amade   amadet
3  ii   eaba    eai      3  -      -       -     3  allos  alloska  alloset   3  amas   amaska  amaset

Ne vez ket displeget ar verb nac'h-se hervez an amzer.

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]