Yezhoù ouralek
Eus Wikipedia
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù ouralek (saozneg: Uralic), ennañ 38 yezh komzet gant tro-dro da 250 milion a dud en holl e norzh Europa dreist-holl hag ivez en Azia e Finland, Estonia, Rusia (Azia hag Europa), Sveden, Norvegia hag Hungaria. Ar yezhoù Ouralek a c'hoarvez eus war-dro 30 yezh komzet gant 20 milionoù tud.
Renkadur ar yezhoù[kemmañ]
Setu penaos e vez renket ar yezhoù er familh-mañ:
- Yezhoù finnek-ougrek
- Yezhoù samoyedek
Perzhioù boutin[kemmañ]
- Yezhoù daspegel gant meur a lostger;
- Meur a gas, ha ne vez merket gant lostger ebet an nominativel, d.s.:
- Erzyeg: 12
- Estoneg: 14
- Finneg: 15
- Hungareg: 18
- Komieg: 27
- Mokcheg: 13
- Nenetseg: 7
- Vepseg: 24
- Kensonerezh vogalennek (bet kollet nevez 'zo en estonieg unvan);
- jener ebet;
- verboù ispisial evit ar stumm-nac'h;
- Palatalizadur kensonennoù zo;
- lots of postpositions (prepositions are very rare).
- Geriaoueg boutin diazez ennañ tro-dro da 200 ger;
- Raganv perc'hennañ ebet, implijet e vez lostgerioù;
- Kavet e vez alies an daouder;
- Merk al liester -j (i) ha -t (-d);
- Verb ebet evit kaout (evel e brezhoneg);
- Implij an unnader goude ur sifr (evel e brezhoneg);
- Taol-mouezh war silabenn gentañ ur ger peurliesañ.
| Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |