René Théophile Hyacinthe Laenneg

Eus Wikipedia
René Theophile Hyacinthe Laenneg
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRepublik Haiti Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denRené-Théophile-Hyacinthe Laënnec Kemmañ
Anv-bihanRené Kemmañ
Anv-familhLaennec Kemmañ
Deiziad ganedigezh17 C'hwe 1781 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKemper Kemmañ
Deiziad ar marv13 Eos 1826 Kemmañ
Lec'h ar marvQ124337121 Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvtorzhellegezh Kemmañ
TadThéophile-Marie Laennec Kemmañ
FamilhLaennec family Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg, galleg, alamaneg Kemmañ
Michermezeg, inventor, kelenner Kemmañ
Tachenn labourMezegiezh Kemmañ
ImplijerCollège de France, Faculté de médecine de Paris Kemmañ
Bet war ar studi eNecker–Enfants Malades Hospital Kemmañ
Rener tezennGuillaume Dupuytren Kemmañ
Danvez-doktorPierre Charles Alexandre Louis Kemmañ
Lec'h annezImmeuble, 5 place du Bouffay Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Kleñvedtorzhellegezh Kemmañ
Oberenn heverkSelaouenner, auscultation, De l'auscultation mediate Kemmañ
Ezel eusAcadémie Nationale de Médecine, Société anatomique de Paris Kemmañ
Perc'henn warQ124337121 Kemmañ
Prizioù resevetLejion a enor (Bro-C'hall) Kemmañ
Laenneg

René-Théophile-Hyacinthe Laenneg, a voe ganet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1781 e Kemper hag a varvas d'an 13 a viz Eost 1826 e Ploare, a zo ur medisin breizhat brudet-bras abalamour m'en deus ijinet ar selaouenner pe stetoskop.

Orin ha bugaleaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Laenneg zo mab ha mab-bihan alvokaded a vicher. E dad-kozh, Michel Alexandre Laenneg a voe maer Kemper etre 1763 ha 1765. Desket en doa brezhoneg, komz a rae mat ar yezh hag ober a rae ganti en e lizheroù pa skrive d'e dad.

Pa voe marvet e vamm e 1786 gant an dorzhellegezh, e yeas lerc’h-ouzh-lerc’h da chom da di un eontr a oa person en Eliant, ha da di un eontr all, Guillaume François Laenneg a oa medisin, kelenner ha rener er skol vedisinerezh ha rektor Skol-veur Naoned.

Tresadennoù Rene-Theophile-Hyacinthe Laennec eus stetoskopoù e 1819.

Stummadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Laenneg, war skouer e eontr, a grogas d'ober e studioù medisin. E 1800 e reas e studioù dindan renerezh Corvisart en hôpital de la Charité e Pariz. Dont reas da vezañ doktor war ar medisinerezh e 1804. War-lerc’h e pleustras ar gorfadurezh kleñvedel gant Gaspard Laurent Bayle. Studiañ a reas ar c'hleñvedoù diwar ar gloazioù lezet e-barzh ar c’horfoù-marv ha dreist-holl kaletadur an avu.

Obererezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1816 e voe anvet en ospital Necker. Dedennet e oa gant ar c’hleñvedoù skevent hag arnodiñ a rae war yec’hed e glañvourien en ur implijout teknik an tosañ skignet gant Corvisart. Talvezout a rae an teknik-se da selaou an trouz graet gant un organ pa veze skoet tro-war-dro dezhañ a-daoligoù gant ar bizied. Evit ober an dra-se gant aez ez ijinas ar stetoskop. Da gentañ e oa ur gorzenn baper, a oa bet gwellaet gantañ. Sevel a reas un doare nevez a dalveze da zielfennañ trouzioù diabarzh ar c’horf a zeue eus gloazioù korfadurezhel, ar pezh a voe talvoudus dreist-holl evit diagnostikañ ar c'hleñvedoù analañ evel an dorzhellegezh. E 1819 ez embannas e levr meur Selaou dre hanterouriezh, ma renkas trouzioù ar brusk. E 1822 e voe titlet e kador vedisinerezh pleustrek e Collège de France.

Ijinour ar selaouennerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad un endervezh eus miz Here e tremenas dirak Palez al Louvre. Edo bugale o c’hoari war ar porzh, e-touez atredoù. Ur bugel a oa o skrabat penn un treust hir gant beg ur spilhenn. En tu all d’an treust e oa bugale o selaou an trouzioù, boutañ a raent an eil war egile evit selaou ha c’hoarzhin a raent eus an dra-se. Chom a reas a-sav dirak ar vugale a oa o reiñ dezhañ ar respont d’ar gudenn a glaske diskoulmañ abaoe pell.

Un deiz e voe galvet war-dro ur plac’h hag a oa klañv gant he c’halon ha goulenn a reas ur follenn paper. Hag eñ da rollañ anezhi evit ober ur seurt korzenn. Hag eñ da lakaat un tu war bruched ar glañvourez hag an tu all tost d’e skouarn. Klevout a rae mat war un dro trouz ar galon ha hini an alanañ. Ijinet en doa ar selaouennerezh.

Dindan 22 viz en doa Laenneg dizoloet kement tra a denne d’ar semiologiezh-skevent hag evel-se en doa graet ar medisinerezh ur pezh mell lamm war-raok.

Fin ar vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Koulskoude e kouezhas klañv, eñ ivez, gant an dorzhellegezh. Mont a reas d’ober e annez d’e vaner e Kerlouarneg e Ploare, e-kichen Douarnenez, ma varvas d’an 13 a viz Eost 1826, d’an oad a 45 bloaz.


Diwar e benn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]