Markiz Pontkalleg
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Deiziad ganedigezh | 1680, 24 Du 1679 |
Lec'h ganedigezh | Roazhon |
Deiziad ar marv | 26 Meu 1720 |
Lec'h ar marv | Leurgêr ar Bouffay |
Abeg ar marv | dibennañ |
Place of detention | Ar Gemene, kastell Duged Breizh |
Penalty | Kastiz ar marv |
Chrysogone-Clément de Guer, Markiz a Bontkalleg, (1679-1720) a voe unan eus an noblañsoù a gemeras perzh en un irienn vihan da vare Montesquiou.
D'an 28 a viz Kerzu 1719 e voe lakaet harz warnañ e presbital An Ignol e-lec'h m'en doa kavet repu. Barnet e voe e Naoned, kondaonet, ha dibennet d'ar 26 a viz Meurzh 1720.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Markiz Pontkalleg a oa un den yaouank eus an noblañs bihan. Etre Pondi hag an Oriant e oa e zouaroù, e-lec'h ma oa e gastell. Servijet en doa dek vloaz e-barzh an arme, distroet e oa da Vreizh goude-se evit adkavout e vuhez a zenjentil. Kemer a ra perzh en Istor gant afer irienn Pontkalleg.
Kenarroud politikel hag istorel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Marvet e oa Loeiz XIV e 1715 ha neuze e oa deuet mare ar rejañs gant Fulup II Orleañs. Ouzhpenn-se e oa brezel e Bro-C'hall a-enep Spagn abaoe pell amzer. Neuze gant ar cheñchamant renad politikel e oa bet kresket an tailhoù hag aet e oa skuizh ar bobl gant kement-se, noblañsoù bihan dreist-holl. Ar Markiz Pontkalleg, gant noblañsoù all, a oa savet a-enep d'ar Rejant ha d'e bolitikerezh.
Irienn ha marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kroget en deus an istor pa erruas Montesquiou e penn proviñs Roazhon ha pa greskas an tailhoù. Neuze eo bet divizet gant lod eus an noblañs en em aozañ eneptañ hag a-enep penn bras Bro-C'hall : ar Rejañ, sikouret int bet gant duk ar Maine , unan eus bastarded ar roue marv. Ar ravolt-se a zedenno Bro Spagn hag he roue Fulup V (mab bihan da Loeiz XIV) a oa dedennet ivez gant plas ar Rejañ hag a oa mignon gant duk ar Maine.
Sinañ a reas ar Markiz pontkalleg un destenn a enep kreskadurezh an tailhoù. Klasket n'eus sevel un arme gant labourerien douar diwar goulenn duk ar Maine evit mont e Roazhon enep Montesquiou. An irienn-se n'oa ket tizhet he fal, ha kondaonet d'ar marv oa bet e Naoned d'ar 26 a viz Meurzh 1720.
Oberennoù diwar e benn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwerz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sellet ouzh ar pennad : Marv Pontkalleg
Ur werz a zo bet savet war marv ar markiz, ha treuzkaset eo bet dre gomz a rummad da rummad. Evel-se ez eo chomet bev eñvor markiz Ponkalleg e Kreiz Breizh e-pad ouzhpenn daou c'hant hanter-kant vloaz. Meur a stumm anezhi a gaver. Unan anezho a zo bet dastumet gant Kervarker hag embannet eo bet e Barzaz Breiz. Deuet eo da vezañ unan eus ar gwerzioù anavezetañ e Breizh diwezhatoc'h evel-se.
Fiñvskeudennerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War istor ar markiz ez eo diazezet ar film Que la fête commence savet gant Bertrand Tavernier e 1975. Jean-Pierre Marielle a c'hoarias roll ar markiz ennañ[1].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Internet Movie Database.