Planiel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Planiel
Gwenn ha Du3.png Kumun eus Breizh
Milin-vor Traou Meur
Milin-vor Traou Meur
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton Lezardrev
Kod kumun 22196
Kod post 22740
Maer
Amzer gefridi
Didier Rogard
2014-2020
Etrekumuniezh KK Gourenez Lezardrev
Bro velestradurel Bro Treger ha Goueloù
Poblañsouriezh
Poblañs 955 ann. (2011)[1]
Stankter 52 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 46′ 00″ Norzh
3° 08′ 36″ Kornôg
/ 48.7666666667, -3.14333333333
Uhelderioù kreiz-kêr : 46 m
bihanañ 0 m — brasañ 76 m
Gorread 18,42 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Planiel
Map commune FR insee code 22196.png

Planiel (Pleudaniel e galleg) a zo ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor, e Treger.

Istor[kemmañ]

Orin an anv[kemmañ]

Planiel a deu diwar ar ger brezhoneg-kozh «  ploe », ar barrez, hag an anv « Daniel » diwar anv sant Daniel.

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ]

  • Chapel ar Gozh-Iliz a zo da welet dre ret. Lec'hiet e poull Kamarel war vord an Trev ha gouestlet d'an Itron Varia ha d'ar vartoloded marvet er mor. Ar 15 a viz Eost e vez lidet oferenn ar pardon war un aoter e-tal an Trev. Kalzik a ouestloù a vez graet da drugarekaat ar Werc'hez Vari a c'haller gwelet e chapel ar Gozh-Iliz. Ur feunteun zo ivez.
    • Ur c'hantik brezhonek a vez kanet d'ar 15 a viz Eost: « Itron Varia ar Gozh-Iliz » en enor d' an Itron Varia, heñvel an ton anezhañ ouzh hini Itron Varia ar Feunteunioù, e Pontrev, ur 5km uhelocr'h war lez an Treñv.
  • Milin-vor Traou-Meur
  • Iliz-parrez Planiel
  • Kavet ez eus bet e 1916 gant an aotrou Prijant kalzik a arrebeuri kañv e-kichen kêriadenn ar Ru.
  • Ur c'hastell kreñv a zo bet savet e-kichen an Trev, perc'hennet gant ar Marichal de Richelieu. Distrujet eo bet e 1592.
  • E kêriadenn Boloi e oa un iliz e 1163, met n'eus ket anezhi ken bremañ.
  • Iliz sant Pêr XVIIvet kantved, an nor eus 1688 a zo kizellet brav, a vije bet savet gant ur manac'h eus abati Boporzh.
  • Stal-labour poderezh Jean-Yves le Monnier e Porzh Ru.

Douaroniezh[kemmañ]

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ]

Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ]

maer abaoe 2001: Didier Rogard, penn embregerezh.

Darempredoù etrebroadel[kemmañ]

Gevelliñ[kemmañ]

Bro Kêr Abaoe
Flag of Ireland.svg Iwerzhon Béal Átha an Cheasaigh 1999

Tud[kemmañ]

Levrlennadurezh[kemmañ]

Gwerzhet e vez ul levr-baleer en Ofis Touristerezh Beg-douar Lezardrev, hag a ginnig tro-vale Manati war gumun Planiel. Baleadennoù all a c’haller ober a-hed d’an Trev pe e Koad Boloi hag a zo pinvidik-tre ivez.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Notennoù ha daveoù[kemmañ]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA