Loeiz Napoleon ar Rouz

Eus Wikipedia
Loeiz Napoleon ar Rouz
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhBretoned, Iwerzhon Kemmañ
Anv-bihanLouis Kemmañ
Anv-familhLe Roux Kemmañ
LesanvGwenole Molène, Ludovic Héda, Eostik Traou-Geodi Kemmañ
Deiziad ganedigezh29 Mae 1890 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPlaniel Kemmañ
Deiziad ar marv5 Eos 1944 Kemmañ
Lec'h ar marvLondrez Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, brezhoneg, saozneg Kemmañ
Micherpolitiker, skrivagner Kemmañ
Ezel eusGoursez Vreizh, Sinn Féin, Strollad Broadelour Breiz Kemmañ

Loeiz Napoleon ar Rouz, pe Louis Napoléon Le Roux, ganet d'an 29 a viz Mae 1890 e Planiel, hag aet da Anaon d'ar 5 a viz Eost 1944 e Londrez, a oa ur c'helaouenner ha broadelour breizhat.

E miz Here 1911 e savas ar Parti Nationaliste Breton, pe Strollad Broadelour Breiz, gant e vreur, Pierre-André Le Roux, Camille Le Mercier d'Erm ha Jorj ar Rumeur. Perzh a gemeras ivez er gelaouenn Brug, savet en 1913-1914, gant Émile Masson e Pondivi, hag a glaske brudañ mennozhioù an tu kleiz e-touez kouerien Breizh. Labourat a reas evel sekretour gant Taldir Jaffrennou ha skrivañ a reas evit Ar Bobl.

Pa skrive pennadoù e sine bepred Louis N. Le Roux, rak ne felle ket dezhañ brudañ e eil anv-badez, “Napoléon”, a-hervez. Koulskoude eo-eñ an hini a stagas Napoléon ouzh e anv, ha den ne ouie perak. Pa zimezas ne roas nemet an anv Louis Marie Le Roux.

Breiz d'ar Vreiziz! Kartenn-bost propaganda Strollad Broadelour Breiz

Terc'hout a reas e 1913 eus ar Frañs etrezek bro Suis evit chom hep ober e goñje, klasket e voe gant Stad ar Frañs da adkas anezhañ en-dro met un taol kleze en dour e voe. Kemer a rae kentelioù Saozneg er Suis evit gellout mont etrezek Bro Saoz. 28 a viz Genver 1914 e oa da vezañ deiz ar veaj met ur sizhun war-lec'h e lorc'he etrezek Bro Saoz[1].

Emouestlañ a reas en arme Breizh-Veur e miz Even 1916 betek miz Gwengolo 1917, pa voe diskarget dre abegoù mezkiel. Goude ar brezel e kemeras ar vroadelezh saoz.

Bevañ a reas en Iwerzhon e-lec'h ma tarempredas ar vroadelourien. Skrivañ a reas buhezskrid Pádraig Mac Piarais(Patrick Pearse).

En 1921 e skrivas er gelaouenn La Bretagne libertaire.

Darempredet en deus al Labour Party ha mignon eo bet d'ar rener anezhañ, James Ramsay MacDonald, a voe ar c'hentañ Pennvinistr eus ar gostezenn-se e Breizh-Veur e 1924. En 1922, e troas e galleg oberennoù ar politikour breizhveuriat. E sekretour e voe ivez.

E 1931 e voe gweladennet gant Fant Rozeg a oa deuet da Iwerzhon da beurzeskiñ ar yezh.

E miz Gouhere 1936 e timezas da Marion Murphy en iliz St. Andrew, Westland Row, Dulenn.

D'ar 5 a viz Eost 1944 e varvas e Middlesex Hospital, Marylebone, Londrez, dre ar gloazadennoù bet tapet e-pad bombezadegoù an Alamaned e Londrez. Beziet e voe d'an 10 a viz Eost 1944, e bered Surbiton, e Surrey, e Bro-Saoz.

Loeiz Napoleon ar Rouz hag Iwerzhon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar wech kentañ ma voe gweladennet Iwerzhon gant Loeiz Napoleon ar Rouz a oa er bloavezh 1914. E 1919 e tistroas da Iwerzhon da brezegenniñ e Dublin evit an Irish Literary Society.

E 1930 e oa distro adarre hag un dro a reas en Iwerzhon evit gweladenniñ bez ar sturier broadelour Wolfe Tone (e bered Bodenstown e Co. Kildare). E 1933 e tilojas evit bevañ en Iwerzhon, eno e vevas meur a vloaz e ti Kathleen Clarke, intañvez Tom Clarke,unan eus pennoù emsavadeg 1916. Gant sikour ar republikaned iwerzhonat e kavas ul labour en Irish Hospitals' Trust. Eno e laboure evit skour an estrenvro d'an aozadur, ar pal a oa rastelañ arc'hant evit ospitalioù Iwerzhon, hag evit ar skour-se er Stadoù-Unanet dre lotirioù met dindan un doare-kuzh dre ma oa difennet ar c'hoarioù-se er vro.

E 2008 gouarnamant Iwerzhon a brenas paperioù prevez Loeiz da familh e gwreg. An dielloù-se a zo dedennus evit reiñ da anavezout war ar republikanerezh iwerzhonat e-penn kentañ an 20vet kantved. Kavet e vezont bremañ e Levraoueg broadel IWerzhon e Dublin. Er paperioù e vez adkavet eskemmoù lizhiri etre Loeiz-Napoleon ha pennoù republikan Iwerzhon, lod anezho o vezañ dreistveverien da Emsavadeg 1916. Dre an eskemmoù lizhiri puilh-se e oa bet kavet an tu gant Loeiz-Napoleon da vouetañ e pennadoù kazetenniñ pe e levrioù, met dre ar riskloù surentez e oa bet rediet da devel ar mammennoù ha da chom kuzh war an eskemmoù-se. Hiziv-an-deiz e vez studiet c'hoazh dielloù Loeiz-Napoleon gant istorourien Iwerzhon a-benn kompren gwelloc'h darvoudoù istor ar vro ha tro-spered ar republikaned iwerzhonat.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Pour le séparatisme la question bretonne essai précédé du manifeste, Ed. du Parti nationaliste breton - Roazhon, 1911
  • La Langue des Relations Interceltiques, embannadur À l'enseigne de l'hermine, Dinarzh, Embannadur Foyle's Welsh, Londrez (36 pajenn)
  • L'Irlande Militante La Vie De Patrick Pearse avec une introduction historique et 15 photographies, Mouladurezh Commerciale de Bretagne, Roazhon, 1932

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Geriadur ar Skrivagnerien ha yezhourien gant Lukian Raoul, Al Liamm, 1992
  • Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles gant Lionel Henry, Yoran embanner, 2013, iSBN 978-2-916579-59-7
  • La Bretagne et l'Irlande pendant l'entre-deux-guerres, pennad gant Éamon Ó Ciosáin, e-barzh Dalc'homp soñj ! niv. 22, p. 29
  • Le parcours de Louis Napoléon Le Roux, pennad gant A. Le Cloarec, e-barzh Le Peuple Breton, Gwengolo 2015

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]