Pentelloù
Eus Wikipedia
| Kumunioù Breizh | |
|---|---|
| Pentelloù | |
| Departamant | Liger-Atlantel |
| Bro hengounel | Bro-Naoned |
| Arondisamant | Arondisamant Naoned |
| Etrekumuniezh | Tolpad-kêrioù Meurgêr Naoned |
| Bro 'Voynet' | |
| Pastell-vro votiñ | |
| Kanton | Kanton Pentelloù |
| Kod INSEE | 44120 |
| Kod post | 44640 |
| Maer Amzer gefridi |
Valérie Demangeau (Strollad Sokialour Gall) 2008-2014 |
| Gorread | 3 065 ha = 30,65 km² |
| Hed ha led | 47° 12' .." Norzh, 01° 45' .." Kornôg |
| Uhelder | keitat : 23 m bihanañ : 0 m brasañ : 27 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 4 325 (2009) |
| Stankter | 141,1 ann./km² |
Pentelloù a zo ur gumun e gevred Breizh, e Liger-Atlantel, war lez kreisteiz ar stêr Liger, ha pennlec'h Kanton Pentelloù.
Ar porzh, war lez al Liger.
Taolenn |
Istor [kemmañ]
Kregin Sant-Jakez a weler war skoed Pentelloù. Gwechall e veze treuzet ar Stêr-Liger amañ gant pirc'hirined a yae da Gampostal.
Brezhoneg [kemmañ]
Er fest Keltomania e kemer perzh ar gumun pep bloaz. Aozet e vez abadennoù sonerezh pe ziskouezadegoù arzourien vreizhat.
Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]
- Kanol ar Martinière, pe kanol al Liger-Izel
- Iliz katolik Gorroidigezh an Itron-Varia, savet e-kreiz an XIXvet kantved
- E-kichen Pentelloù, war vord Kanol ar Martinière, e vez gwelet "Misconceivable", pe "ar vag pleget", un oberenn graet e 2007 gant Erwin Wurm, un arzour eus Aostria [1].
- Al levraoueg/mediaoueg George-Sand, bet digoret d'an 23 a viz C'hewvrer 2008.
- Diskouezadegoù a bep seurt (livan, kizellan, h.a.)a vez aozet alies e-barz ul lec'h anvet "ar Winêgrerezh" ("la Vinaigrerie" e gallek), a oa implijet gwechall-gozh gant tud a veze fardet ar gwinegr ganto, ha goude-se gant ar besketerien.
Armerzh [kemmañ]
Douaroniezh [kemmañ]
Emdroadur ar boblañs 1962-2009 [kemmañ]
Niver a annezidi 
Tud [kemmañ]
- Joseph Fouché 1759-1820, duk Otrante, un den politikel, bet ganet en un ti er straed Aristide Bertreux.
- Adine Riom (Brobant), 1818-1899, skrivagnerez.
- Georges Judic (1899-1965), mab Francis Judic (maer er bloavezhioù 1930), ijiner hag embregour (mengleuzioù "Ville-au-Vay" ha "des Coteaux"), kuzuler jeneral kanton Pentelloù e penn bloavezhioù 1960. E añv a oa añvet gantan ar poul-neuial kozh, Kae Provost.
Ar stang a zo e-barzh ar poull pri-gwenn zo anvet c'hoazh hiriv "stang Judic".
- Gaston Villainne, aotrou medisin ha maer Pentelloù e dibenn bloavezhioù 1970, hag a oa enep ar greizenn nukleel da zont.
Gevelliñ [kemmañ]
North-Ferriby, East Yorkshire, Breizh-Veur [2]