Santiago de Compostela
Eus Wikipedia
Santiago de Compostela, pe Sant-Jakez an Turki e brezhoneg, eo anv kêr-benn Galiza; enni emañ sez ar gouarnamant, anvet Xunta de Galiza. A-hend-all eo ur gumun eus proviñs A Coruña.
93 273 a dud a oa o chom enni en 2002.
Brudet eo ar pirc'hirinerezh da Sant-Jakez an Turki. Eno e vije, hervez ar vojenn, bez an abostol sant Jakez. Er Grennamzer e oa ar brasañ lec'h pirc'hirinañ er bed kristen, war un dro gant Jeruzalem ha Roma.
Pazo de Raxoi, Sez an Ti-kêr