Mart Amerika

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Mart Amerika
Pinemarten.jpg
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhiad : Carnivora
Kerentiad : Mustelidae
Iskerentiad : Mustelinae
Genad : Martes
Anv skiantel
Martes americana
Turton, 1806
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

Mart Amerika (martes americana) a zo ur bronneg kigdebrer bihan eus kerentiad ar mustelideged. Hervez klaskourien 'zo e furmfe poblañs kornôg Stadoù-Unanet Amerika ur spesad distag, Martes caurina hec'h anv.

Bevañ a ra er c'hoadegoù pin e Kanada hag Alaska hag en un darn eus ar Menezioù Roc'hellek. War zigresk eo aet e boblañs abalamour d'an hemolc'h ha da zistruj e diriad met fonnus eo c'hoazh.

Hir ha moan eo korf mart Amerika ha goloet gant ur vlevenn c'hell. Sklaeroc'h eo e c'houzoug eget ar peurrest eus e gorf. E lost zo hir ha blevek. Begek eo e vin ha damguzh eo e skilfoù, evel re ar c'hizhier, ar pezh a lak anezhañ da bignat aes er gwez. Bez' ez eus torchennigoù dindan e bavioù hag a harp anezhañ da gerzhout war an erc'h.

Un hollzebrer eo. Chaseal a ra anevaled bihan evel gwiñver rous Norzhamerika (Tamiasciurus hudsonicus) met gallout a ra ivez debriñ raned, amprevaned, pesked pe frouezh. Oberiantoc'h eo diouzh an noz, an abardaez hag abred diouzh ar mintin. N'eo ket un aneval a vev a-stroll hag en e-unan e chom en diavaez eus koulz ar parañ a c'hoarvez e-pad an hañv. Ampellaet e vez stagadenn ar vi er mammog ha ganet e vez ar c'helin (etre 1 ha 5) en nevez-amzer war-lerc'h.

Ar pared a zifenn start un dachennad 8 km² well-wazh.

Doñvaet e c'hell bezañ ha mont da loen-ti.

Hemolc'het eo evit e greoñ, heñvel a-walc'h ouzh hini ar sebelinez, met nebeutoc'h eget gwechall. E boblañs a oa digresket kalz e deroù an XXvet kantved met ur politikerezh gwarez en deus roet tro dezhi da greskiñ adarre.

Daveoù[kemmañ]