Marmouz (loen)
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
Ur gorilh
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Primates | ||||
|
|||||
Ar marmouzed (pe marmouzien) a zo bronneged eus an urzhiad Primates hag a ya d'ober an infraurzhiad Simiiformes.
Liesseurt eo ar marmouzed ha rannet int e tri rumm:
- Marmouzed ar Bed nevez
- Marmouzed ar Bed kozh
- Ar marmouzed meur (ar gorilhed, ar chimpanzeed, ar bonoboed, an orangoutaned hag a-wechoù ar gibboned hag an den)
Gerdarzh ha sterioù astenn [kemmañ]
Dont a rafe marmouz eus ar ger galleg marmot a dalveze evit ur "singe à longue queue" (marmouz e lost hir) er geriadur Furetière (XVIIvet kantved). Evel ar ger marmot e vez implijet marmouz dre hevelebiezh evit ar vugale. Pa vez kaoz eus Yann Varmouz e taveer d'ar bugel personiet. Implijet e vez evit kunujenniñ, dreist-holl evit lakaat da intent eo divalav pe ez-fizikel pe dre e stuzegezh an den kunujennet. En un doare dousoc'h e vez graet marmouz eus un den a c'hell drevezañ jestroù un den all hag e vez lavaret e varmouz ar jestr. P'eo ar marmouzed loened a seblant speredek e c'heller taveiñ da spered un den fin ha gwidreüs. Marmouzañ an traoù, da lavaret eo fardañ diwar patromoù reoù all evit touellañ an dud, e c'heller ober ivez.
Perzhioù boutin [kemmañ]
Un nebeud perzhioù boutin a zo d'ar marmouzed : un empenn diorroet mat e-keñver ment o c'horf, un dremm divlev, treid ha daouarn hegrog a lak darn anezho gouest da bignat er gwez hag er brousgwez. Darn anezho o deus lostoù hir ha blev war o c'horfoù a-bezh.
Rummatadur [kemmañ]
- URZHIAD PRIMATES
- (Isurzhiad Strepsirrhini: rakmarmouzed nann-tarsioù)
- (Isurzhiad Haplorrhini: tarsioù, marmouzed ha marmouzed-meur)
- (danurzhiad Tarsiiformes)
- danurzhiad Simiiformes: marmouzed
- Parvurzh Platyrrhini: marmouzed ar Bed nevez
- Kerentiad Cebidae: marmosetoù, tamarinoù, kabusined ha marmouzed gwiñvered (56 spesad)
- Kerentiad Aotidae: marmouzed-noz, marmouzed kaouenned, douroukoulioù (8 spesad)
- Kerentiad Pitheciidae: titioù, sakioù hag ouakarioù (41 spesad)
- Kerentiad Atelidae: marmouzed plaver, marmouzed gevnided ha marmouzed gloanek (24 spesad)
- Parvurzh Catarrhini
- Dreistkerentiad Cercopithecidea Marmouzed ar Bed kozh
- Kerentiad Cercopithecidae: (135 spesad)
- Dreistkerentiad Hominoidea: marmouzed-meur
- Dreistkerentiad Cercopithecidea Marmouzed ar Bed kozh
- Parvurzh Platyrrhini: marmouzed ar Bed nevez