Marianne (skeudenn)
- Diwar-benn ar skeudenn vojennel c'hall eo ar pennad-mañ. Evit anv anv-badez Marianne sellout ouzh Marianne.
Marianne zo un anv-badez gallek, deuet diwar stagañ an anvioù gallek Marie hag Anne. Marie-Anne a gaver ivez alies. Ar re-se a oa daou anv boutin a-walc'h e-touesk ar merc'hed en XVIIIvet kantved, daou anv katolik, hini ar Werc'hez Vari hag he mamm, ha daou anv roueel dre ma oant bet anvioù meur a rouanez er rouantelezh c'hall : Marie de Médicis hag Anne d'Autriche dreist-holl, Marie-Antoinette, ivez, hep kontañ ar ribitailh priñsezed.
Evit doare e oa stank ar merc'hed anvet Marianne e dibenn an XVIIIvet kantved e-touez ar bobl vunut, ha dreist-holl war a seblant e-touez ar merc'hed diwar ar maez deuet da labourat e kêr evel mitizhien e ti ar vourc'hizien.
Lavaret ez eus bet e oa deuet da vout un arouez republikan gant ar ganaouenn dispac'hel okitanek la Garisou de Marianno (Pareadenn Marianna) savet e 1792 gant ar barzh-kere Guillaume Lavabre, eus Puylaurens, en Tarn[1].
Republik c'hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Marianne (pe Marianna e brezhoneg nann-ofisiel) zo anv ur vaouez hag a zo bet ijinet, rak n'eus ket bet anezhi en istor, da vare an Dispac'h Gall, evit skeudenniñ ar Republik c'hall.
Deuet eo ar c'hiz, tamm-ha-tamm, da lakaat he fenn e pep ti-kêr. Koulskoude, hervez Mellad 2 Bonreizh ar Pempvet Republik C'hall n'eus nemet un arouez ofisiel er vro, hag ar banniel triliv gall an hini eo.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud zo a wel enni un doare dreveziñ skeudenn gatolik ar Werc'hez Vari, hag a oa bet implijet gant an Iliz da gemer lec'h doueezed pagan kozh, an ti-kêr o vezañ un eil iliz-parrez, hag an daol a vez lakaet warni ur seurt aoter.
Sizhunieg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur sizhunieg gallek zo anvet Marianne (sizhunieg). Embann a ra filmoù berr ivez, ha Marianne (ar republik enkorfet en ur vaouez) eo ar benntudenn anezho.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E levr Yann-Ber Piriou Ar Mallozhioù Ruz ez eus ur varzhoneg, bet kanet gant Gilles Servat, ma trugareka ar barzh an itron Marianna eus ar pezh a ra evit tud Breizh: "Trugarez dit, Marianna dous".